Le Pen… er-maez !

xe12j7

 

Petra an diaoul oa deut d’ober Le Pen en Gwengamp ? D’ar 14 a viz gouere, deiz gouel broadel e vro ? Ne oaran ket kaer. Lâret zo bet din oa bet ‘ba hom bro evit toullañ kaoz gant militanted e strollad. Pedet oa bet gant Myriam De Coatparquet, penn bras an FN ‘ba departamant Aodoù an Arvor.

Setu penaos oa bet goulet gant an dud dont da vanifestiñ a-enep d’al loened brein-se, da 11eur. Tost da 200 den oamp, pezh ‘oa ket fall tamm ‘bet. Evel-just ‘oamp ket bet lesket da vont betek domani De Coatparquet, sac’het oamp bet just a-raok gant un toullad mat a fliked dindan ar pont hent-houarn. Stouvet oa an hent, sed aze oa bet klasket treuziñ an hent-houarn o tremen dre an ti-gar, tamm bihan pelloc’h… amzer da redek war al linennoù-houarn, bern fliked oc’h arruout d’ar red, ha redek d’an tu all ! ‘Benn fin kont oamp chomet war al linennoù-houarn ‘pad un hanter eur marteze, sac’het an trenioù e-keit-se.Ne oa ket bet dastumet den ebet gant ar fliked.

Rassemblement de protestation avec Breizhistance, CBIL, CNT, Ras l’front, etc. contre la venue de Le Pen à Gwengamp pour le 14 juillet.

Advertisements

One response to “Le Pen… er-maez !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: