Krediñ a rit c’hoazh eo dieub ar justis ?

Espion ar Mossad, kaset d’al lez-varn (AFP)

E miz even oa bet dastumet ‘ba ‘r Pologn un espion deus ar Mossad. Hemañ oa tamallet dezhañ bezañ laeret idantelezh tud, ar pezh ‘na servijet d’ur c’hommando israelian da lazhañ unan deus pennoù bras an Hamas ‘ba Dubaï e miz genver. Kaset oa bet neuze d’an Almagn, da vezañ barnet peogwir ‘na laeret anv un Alman.

Barnet eo bet ‘ba ‘n Almagn herie. Ha laosket eo bet da vont evit un taol-kastiz. Ar prokulor n’eus ket lâret pegement zo bet paeet. Moarvat eo  an Israel ‘ni eo ‘neus paeet. Ha moarvat eo bet divizet ar varnadenn gant pennoù bras ar Stad alman, Angela Merkel da gentañ.

Sed aze penaos ‘neus graet an Almagn fae war e justis o lezel hennezh da vont. Ma vije bet un espion deus ur vro all vije bet kondaonet d’an toull-bac’h. Sur ha n’eo ket marteze. Met pa vez anv deus Israel, pep tra ‘vez graet evit derc’hel darempredoù mat gant ar vro-se… betek laoskel espioned gwad war o daouarn da vont !

‘Ba n Almagn koulz ha ‘ba Bro-C’hall, ar justis n’eo ket ‘met ur verc’hodenn dindan ar galloud politikel.

Pennad an AFP :


http://news.fr.msn.com/m6-actualite/monde/article.aspx?cp-documentid=154390182

La neutralité de la justice ? Une farce. Un tribunal allemand a libéré sous caution un espion du Mossad, impliqué dans l’assassinat d’un dirigeant du Hamas à Dubaï. Ou comment la justice fait figure de pantin dans les relations diplomatiques germano-israeliennes.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: