Korsika stoc’het evit ar brizonierien

Arru eo fae Korsiz gant ar promesaoù. E 2003 ‘na lâret Sarkozy e vije kaset an holl brizonierien bolitikel da gKorsika. D’ar c’houlz-se oa ministr an diabarzh. Ha mann ebet abaoe. Asamble Korsika, a-gleiz, ‘da votet e miz mae ur mosïon ma vo laket ar brizonierien kors ‘ba toulloù-bac’h an enezenn.  Met sac’het an traoù ivez.

Se zo kaoz ‘da divizet Corsica Libera, Sulidarità ha CAR Corsica (Comité Anti-Répressif) hejañ da vat ar pennoù bras du-hont hag ar gouarnamant. Stoc’het oa bet gant ar stourmerien kors aerborzh Aiacciu ha porzh Bastia e-pad 4 eurvezh d’ar sadorn 22 a viz eost. Ur bern touristed oa da vont kuit en deiz-se, ha bras ar sklabez war an hentoù. Kalz dionte oa drouk enne evel-just, met petra ‘ra dezhe chom sac’het un nebeut eurvezhioù e-pad e vakañsoù e-keit ha ma vez tud toull-bac’het pell diouzh o bro evit abegoù politikel ? Ha pa ‘h eo ret d’o familhoù ober beajoù hir-mat evit mont da welet anezhe, ha dispign bern arc’hant?

Koulskoude eo sklaer al lezennoù gall hag european. Ur prizonier a rank bezañ toull-bac’het tost d’e familh. Met ar brizonierien bolitikel n’int james, ha ma vijent deus Breizh, Corsica, Euskal Herria, pe lec’h all. Klask a ra ar Stad kastizañ an holl reoù a sav enep dezhi. Sed aze penaos ‘vez esaet mil-malañ ar brizonierien, ha diskalonekaat o zud kar, o pellaat an eil reoù deus ar reoù all. Gwirioù mab-den, ur wezh c’hoazh, zo pell-mat.

Les associations proches des prisonniers politiques corses ont bloqué 4 heures durant l’aéroport d’Aiacciu et le port de Bastia le samedi 22 août, pour protester contre l’éloignement dont souffrent les prisonniers et leurs familles. Ce coup de force, qui promet d’être réédité, a pour but de mettre les pouvoirs publics devant leurs responsabilités, quand les lois françaises et européennes énoncent que tout prisonnier doit être incarcéré au plus prêt de sa famille.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: