Wikipedia brezhonek

Moarvat vo tud displijet gant pezh ‘h an da lâret. A-benn neuze ‘do ket ‘met lâret o soñj, prest on da gomz gante ha da cheñch soñj.

Hegaset on tamm bihan o welet an nerzh hag an amzer ‘h a digant tud ‘zo evit treiñ ha sevel testennoù evit ar Wikipedia brezhonek. Poan ‘meus o kompren da betra servij. Alies a-walc’h ‘klevan eo ar brezhoneg war-dro an 50vet yezh war wikipedia, evit an niver a destennoù. Dreistordinal eo pa weler stad ar yezh ‘ba r vuhez wir. Met se dalv ‘zo tud hag a dremen bern amzer gant se. Ha ‘non c’houl ‘ran hag-eñ n’eo ket se ar pal pennañ : gonit plasoù, bezañ er renk uhellañ posubl, diskwel evel-se e chom bev ar brezhoneg.

Din-me, kas ar brezhoneg da n’onn ket petore renk war wikipedia ‘zo didalvez ken ‘h eo. N’eo ket war internet zo pres war an traoù. Piv e-touez ar vrezhonegerien a implij Wikipedia brezhonek ? Nebeud nebeud ‘meus aon. Me ma-hunan ‘ran ket. Ha n’on ket direnket o implij Wikipedia gallek. Ar pouezusañ ‘mañ ket aze. N’eo ket war internet a vo derc’het ar brezhoneg en e sav.

Derc’hel a ra ar brezhoneg da goll tachennoù ‘ba ‘r vuhez wir. War baouraat ‘h a peogwir n’eus ket ‘meur a darempredoù etre ar vrezhonegerien yaouank hag ar re gozh. Aze ‘mañ an dalc’h, ha ‘mañ ket war internet. O kaozeal omp deus saveteiñ ar brezhoneg. Se dalv deskiñ ar yezh, kaozeal hag implij anezhi an aliesañ ma c’hallomp, aozañ degouezhioù hag ivez adkrouiñ liammoù etre ar rummadoù…

Ha da gentañ tout ‘mefe c’hoant da lâret : roomp bec’h evit peurdeskiñ ar brezhoneg digant ar re gozh a-raok koll hom amzer gant e blas hag e renk war internet. Drailhañ brezhoneg evel ‘ra re a dud nevez desket ar yezh gante zo divalav. Saveteiñ ar brezhoneg eo se ivez : kaozeal ur yezh vrav, binvik… labour ‘zo bern aze evit kement den ‘neus c’hoant da lakaat ar brezhoneg en e sav. Brezhonekaat Internet ‘zo koll amzer e-keit-se. ‘gav ket dac’h ?

Wikipedia en breton… je suis sceptique sur l’intérêt de dépenser beaucoup de temps et d’énergie à développer un tel outil, quand l’urgence est à mon avis ailleurs (apprendre, se perfectionner, collecter, retisser des liens sociaux en breton…).

Advertisements

6 responses to “Wikipedia brezhonek

  • Teb

    Bez c’hellan kompren da ali.
    Moarvat, ar rebech a c’heller ober eo, e tiskouezez an traoù ‘vel ma ne vefe ket posubl leunian wikipedia HAG ober traoù all ! N’eo ket digenglotus, ‘gav ket dit ?

  • paotr garz

    Ar pezh ‘gavan trist ma kerez eo gwelet tud yaouank o tremen kalz amzer o skrivañ en brezhoneg war Wikipedia… pa vez ken drailhet ar brezhoneg kaozeet gante. Estroc’h evit tud yaouank a skriv en brezhoneg war wikipedia, met n’on ket sur eo ken brav-se brezhoneg an dud-se ivez.
    Kaozeal brezhoneg brav zo ret ha tremen ret. Met goûl ‘ra kalz kalz amzer, peogwir n’omp ket bet savet dre ar yezh-se. Renk’ ‘raer selaou ha komz gant ar reoù gozh an aliesañ ma c’hallomp, n’eus ket ‘met se d’ober evit deskiñ ervat. Ha se ‘ran ‘ba ma vuhez, met ‘ran ket a-walc’h c’hoazh evel ma ‘karjen ober. ‘Mez ket trawalc’h amzer. Se zo kaoz ‘welan ar wikipedia brezhonek-se evel ur c’holl-amzer, ken vil eo brezhoneg an nevez vrezhonegerien. Ha koulskoude, ‘dro dimp ‘mañ ar brezhoneg mat, hini an dud ‘deus desket anezhañ war barlenn o mamm…

  • TeB

    Ok, lakaomp.
    Met ne chench ket kalz tra koulskoude. Ne gomprenan ket c’hoazh perak enebin ouzh ar raktrez-man.
    Moian ‘zo komz ur brezhoneg flour ha skrivan ‘ba wiki momestra.
    ‘Gav din moarvat eo kalz plijusoc’h abuzin e amzer o strivan ha skrivan war wiki evit traoù difetisoc’h c’hoazh.
    Erfin.. kement a zraoù zo torrpennoc’h ha nulloc’h evit-se gav din. Viloc’h zo evit skrivan b’ar wiki nann ? 🙂
    N’on ket paotr da zifenn al lec’hienn-man dre ret… met n’eo ket wiki kirriek eus stad an traoù.
    Gwall a-du on gant tout pezh a skrivez war da vlog. Met aze ‘vat ne gomprenan ket 🙂

  • paotr garz

    Ne welamp ket an traoù memes mod ‘meus aon 😉
    Biken ne ‘h in da glask traoù war wikipedia brezhonek, peogwir ‘gavin dek gwezh muioc’h a draoù war an hini gallek. E-giz-se ‘mañ. Met ne sav ket drouk ennon dam da se. Bihan eo plas ar brezhoneg war an internet, met ‘ran ket fout ‘benn fin. An tachennoù ‘meump da c’honit ‘zo ‘ba ‘r vuhez wir. Hadkrouiñ liammoù etre ar vrezhonegerien, yaouank ha kozh, se an hini ‘h eo ‘meump d’ober bremañ.

  • Kantreer

    Evit ma vevo ar yezh e lavarit ez eo ret deskiñ digant ar re gozh, dre maz eo sanset pinvidikoc’h o doare da gaozeal eget hini un nevez vrezhoneger.
    N’on ket ali ganeoc’h :
    – kavout a ran paour-tre brezhoneg ar re gozh a oar c’hoazh brezhonegañ dre zu-mañ, e bro Leon emaon o chom. Ur c’heriaoueg berr, war-dro 500 ger d’an hirañ toud. Aesoc’h eo dezho mont e galleg evit an traoù ha na dennont ket d’al labour douar pe ar vuhez pemdez ;
    – levezont eo o farlant gant ar galleg ha ne galskont ket gwellaat o brezhoneg peurliesañ ;
    – ar fazi brasañ a rit a zo e lec’h all : ar pezh a vank d’ar brezhoneg eo familhoù, niverus ar vugale enno hag a rafe gant ar brezhoneg er ger. E bro Landerne a-bezh, ur ger-skouer evit ar yezh sanset, pet familh a seurt se a vez kavet ? Ur familh hepken, va hini.
    Peseurt dazont a c’hell bezan evit ur yezh ha na zreistvevfe hepken a-drugarez da dud yaouank pe goshoc’h, o defe desket ar yezh estreget war barlenn o mamm ?
    War barlenn e vamm an hini eo e vez desket ur yezh, pas gant ar re gozh.

  • paotr garz

    N’eo ket gant ar gerioù emañ an dalc’h. Soñj a ra d’ur bern nevez vrezhonegerien vez brezhoneg mat pa vez pinvik ar c’heriaoueg. Met ober sin an hini eo, peogwir ‘kaver a-dreñv ar gerioù brav-se (nevez krouet, tennet deus ar c’hembraeg pe deus ar brezhoneg kozh) galleg : ar stumm da lâret zo gallek, ar stumm d’ober frazennoù zo gallek, ar stumm da soñjal zo gallek… evit tout an traoù-se n’eus ket koulz ha brezhoneg ar reoù gozh.
    Evel ‘lârez n’eus ket voaien da gontañ war ar familhoù. N’eus ket ‘met ‘un, amañ hag ahont, ma vez bev ar brezhoneg enne. N’eo ket trawalc’h, pell alese. Ezhomm zo da deskiñ mod-all, peogwir ‘vez ket desket ‘ba ‘r gêr. Ha n’eus ket kelennerien welloc’h evit ar reoù gozh endro dimp.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: