“Breton toujours Français jamais”

Foto an Telegramme (d’ar 5 a viz gwengolo).

Deut eo brav gant arzourien an noz ‘deus livet ar voger-se en Koulev (Gwened) ! Kaer eo da welet war ar foto, ha ‘meus aon kaeroc’h c’hoazh du-hont, gant lizherennoù daou vetr o uhelder. Lec’hioù all ‘vefe mat ivez !

Pennad an Telegramme a gomz deus ur “graff autonomiste”. Arru eo poent dezhe, ha d’ar c’hazetenner da gentañ, deskiñ petra dalv “emrenerezh”. Diskwel ‘ra mat nag izel eo ar ouieziegezh politikel war an dachenn-mañ ‘ba Breizh. Raksoñjoù ha brizmennozhioù tout !

“conçue plus comme un gros pied de nez qu’un slogan vindicatif”, emezañ. Hañ hañ, evel-just eo ur farsadenn diouzh an aotrou kazetenner (pe itron kazetennerez !). Hemañ (‘oarer ket petra eo e hanv) ‘ro ar gaoz da berc’henn ar voger ha da bolitikourien ‘zo. Kaozioù toull ha brein, n’omp ket souezhet. “ça ne donne pas une bonne image de la Bretagne” eme ar perc’henn. ‘Ramp ket fout deus se loukez !

Laouen omp o c’hoût ‘benn fin ‘neus goulet maer Arradon, Dominique Mourier, kaout un emvod ti ar prefed evit diarbenniñ deus al liverien-noz. Paour-kaezh den ! “La nature du message porte atteinte non seulement à la beauté du lieu, mais aussi à l’esprit républicain”. Gwell-a-se !

Pennad an Telegramm

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: