Stalioù bras ha gourmarc’hadoù…

Tri bloaz ‘zo ‘ma skrivet an destenn-se (Klask Ha Distruj 1). Lâr ‘raen ma soñj diwar-benn ar gourmarc’hadoù. E-pad tri bloaz n’on ket bet ‘ba gourmarc’had ebet, peogwir n’houllen ket mont. Ya, met dilojet ‘meus ha siwazh ‘vez ret din bremañ mont di gwezh-ha-gwezh-all… ‘blij ket din, met evel ur bern tud ‘meus ket ar choaz. Deut ‘zo da soñj din adembann anezhi peogwir e  klever komz ‘ba Bro-Wengamp da lakaat da sevel un torkad stalioù bras nevez-flamm ‘maez ar gêr… un takad kõnvers ouzhpenn gant ar memes stalioù a weler pep lec’h dija ‘ba kêrioù Frañs.


Petra zo kaoz n’an ket ‘ba ar stalioù bras?

Ouzhpenn bloaz ‘zo bremañ n’an ket ken, pe nemeur, ‘ba ar stalioù bras (Leclerc, Intermarché, Géant, Carrefour, Lidl, ha me oar petra… « moyenne » pe « grande distribution » ‘vez lâret dionte). Abaoe un nebeud bloavezhioù ‘oan arri skuizh o vont di. Met koulskoude ‘h aen, un abitud ‘oa ha ne greden ket mont dreisti.

Hag un deiz ‘ma soñjet « Fidedoulle, n’on ket evit derc’hel da brenañ boued, nag an traoù all ivez, ‘ba ar stalioù brein-se ». Diwar an deiz-se ‘oa achu ganin mont di, ha skoet er blotoù ma gartenn fidelite. Bremañ ‘brenan ar c’hig ti ar c’higer, ar pesk ti ar gwerzher pesked, bara ti ar fornier, ar frouezh hag al legumaj ‘vez roet dimp gant kerent, BioCoop evit traouigoù all… kerroc’h eo, ya. Met da vihanañ, ti  ar goñversañted vihan ne brenan ket forzh petra digant forzh piv.

Gant-se ‘meump ket ezhomm ken da ruziañ homp zreid ‘ba al lec’hioù-se. Stad zo ennon ha vat ‘neus graet din. Ne oan ket ken evit anduriñ ‘pezh a welan evel arouez ar c’hevalaouriezh. Lec’hioù yen int ken ‘h int, ma ‘non gaver mesk ur bern tud all, met hep ‘non veskiñ gante. Pop hini ‘zo e-unan o sellet hag o kemer, o kemer hag o sellet, etre regennadoù a varc’hadourezhioù. Kozh traoù deus China deus un tu, ha boued fall deus an tu all. Ar washañ deus al labour-douar ha deus ar skiant war an dro : boued divlaz, leun a draoù chimik enne… pa soñjan er bara flak-se ! En tomatez ruz-tan a-hed ar bloaz ! Er skañvadell chokolad gant n’onn ket pet produ chimik warn-ugent e-barzh ! Gallout a rafen derc’hel e-giz-se e-pad pell…

Hag ar sonerezh ! Mallozh doue ! Ar c’hozh sonerezh brein-se. Mann ‘met traoù deus ar c’hiz ! Sonioù fall pe falloc’h da lakaat an dud stad enne ha laouen, da reiñ c’hoant dezhe foetañ o zammig arc’hant… Me ‘lâr deoc’h !

Pa soñjan ‘ba ar paour-kaezh tud a labour eno… ha merc’hed (pe baotred) ar c’hefioù ‘ta ! A-hed o devezh labour ‘vezont o lâret boñjour da bop sort pennoù drol pe drist, o tremen ar marc’hadourezhioù dirak ur mekanik, o lâret ar sammad da baeañ… a-hed o devezh. Evel mekanikoù. Feson evürus zo warne ?! Batorellet int gant o labour sot kentoc’h. N’eo ket souezhus ‘vo lakaet tamm-ha-tamm mekanikoù en o flas…

Hag e vije gleet dimp trugarekaat ar stalioù bras-se evit al labour (fall) a roont d’an dud ‘ba homp c’hêrioù ? Pe evit an holl draoù marc’had-mat a c’hallomp prenañ a-drugarez dezhe ? Ne raint ket fout deus se. Rozellat arc’hant an hini eo ! Dastum arc’hant evel ober glav ! Gonit muioc’h gant o marc’hadourezhioù brein pe vreinoc’h ! Hag e raint ! Diwar-goust ar goñversañted vihan, an darempredoù sokial, buhez ar c’hêrioù…

N’an ket ken ‘ba ar stalioù bras-se, ha stad zo ennon !

Depuis plus d’un an, je ne mets plus les pieds dans les grandes surfaces. La contradiction était devenue trop grande entre mes convictions anti-capitalistes et ce que je percevais comme la quintessence de ce système : le supermarché, le lieu froid et aseptisé où se rencontre la production de masse, qu’elle soit issue de l’industrie chinoise ou de notre agriculture intensive, et la consommation de masse, dans toute son inconséquence ; l’endroit où l’idée de lien social n’a plus guère de sens et a été remplacée par des actions mécaniques de consommation. Tout cela au détriment de la vie de nos villes et d’une certaine convivialité…

Advertisements

One response to “Stalioù bras ha gourmarc’hadoù…

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: