Doujañs d’hom anvioù-lec’h

Charre ‘zo bet ‘ba Landrevarzeg er bloaz-mañ diwar-benn ar cheñchamant anvioù-lec’h du-hont. C’hoant ‘na an ti-kêr da reizhañ o skritur deus doare-skrivañ ar brezhoneg modern. Ar pezh zo ret din-me, pa soñjan eo bet a-viskoaz skrivet forzh penaos an anvioù-lec’h ha drailhet ar brezhoneg gant tud ha na raent ket fout deus se. Met graet re brum an traoù hep esplikañ an traoù d’an dud… savet ‘zo trouz gant genaoueien deus kêrioù bihan ‘ba Landrevarzeg. Ar re-se na oant ket evit kompren oa e’mm da reizhañ ar pannelloù-se.

Ne oa ket bet pell kazetennerez an Telegramme da lakaat he fri lous ‘ba ‘n afer. Hag hi da vrudañ ar charre bras en ur diskwel sklaer a-walc’h hec’h enebiezh d’ar cheñchamant pannelloù. E miz c’hwevrer ‘dea skrivet ar pennadoù kentañ. Met ar paour-kaezh plac’h a derc’h warni. ‘Peus ket ‘met sellet deus ar pezh a skrive e miz gouere. Goul ‘rae kontoù digant an ti-kêr, pa ne oa ket bet adlaket c’hoazh ar pannelloù kozh…

Le Telegramme

Washoc’h zo c’hoazh. ‘Ba Lannuon. Abaoe un nebeut bloavezhioù ‘vez klevet pennoù bras an UMP hag ar PS o vallozhiñ dam d’an anvioù-lec’h brezhonek. Sed aze ar pezh a lâre Yannick Guégan, e penn an tu-dehou ‘ba ‘r c’huzul-kêr, ‘ba ‘r gazetenn Le Tregor en décembre 2006 :

“Je reste pantois devant des propositions de  ce genre. On a oublié le mode d’emploi. 0,01% des gens comprennent le premier mot de breton. On va trop loin.”

“Je ne vois pas l’intérêt de garder l’existence de noms dont personne ne connaît l’existence. Tout ça ce sont des noms à coucher dehors. Je ne vois pas pourquoi un petit groupe aussi cultivé soit-il imposerait ça à la majorité.”

Ret eo kaout kouraj evit lâret traoù sort-se memes tra ! Gagn kozh… Ha ma vije e-hun’ c’hoazh ! Met estoc’h evitañ a soñj eveltañ ‘ba ‘r c’huzul-kêr. Se ‘ni eo a ro dimp da c’hoût West-Torch d’an 29 a viz gwengolo diwar-benn ar c’huzul-kêr diwezhañ. Kaoz a oa da reiñ an anv “Hent ar felusteg” d’un hent ‘ba Beg-Leger. Ha piv ‘na savet e vouezh ? An Aotrou maer mar plij, Christian Marquet  (PS) !!! Hemañ ‘neus lañset an tabut o lâret ‘h arru alies gantañ lizheroù hag a glemm diwar-benn anvioù-ru brezhonek ! Ha kavet ‘neus kamaradoù ‘ba ‘n tu-dehou, gant egile genaoueg evel-just, Guégan :

“Il est vrai que ça devient compliqué de s’y retrouver… pour les habitants, leurs proches, et les facteurs…”

Ken garz all eo ar paotr, met dousaet dezhañ un tamm mat ! ‘Benn fin kont eo bet votet memestra evit “hent ar felusteg”, daoust d’ar maer ha d’un toullad all bezañ a-enep (teir vouezh enep, c’hwec’h zo chomet hep votiñ). Bras an doujañs deus hom yezh fidambie, hañ? Trist eo gwelet se.

Me, bepred, eo arru faegegek ganin gwelet genaouien sort-se o ren ma vro. Neuze ma ‘peus tamm amzer, kasit ul lizher bennaket da di-kêr Lannuon evit diskwel petra ‘soñjamp deus o dismegañs deus hom yezh !

Les toponymes en breton donnent de l’urticaire à beaucoup de gens. A Landrevarzeg, des riverains, avec l’appui complice de la journaliste du Telegramme, ont rejeté l’initiative de la commune visant à installer de nouveaux panneaux à l’orthographe normalisée. Ils veulent garder leurs toponymes totalement déformés ou écrits en français ! A Lannuon, ça vire au grand n’importequoi : le maire Christian Marquet (PS), et le dirigeant de l’opposition Yannick Guégan (UMP), étaient sur la même longueur d’onde au dernier conseil municipal pour critiquer le choix de donner des noms en breton à de nouvelles rues… Qu’est-ce qu’on attend pour virer ces putains de politicards , laquais de l’Etat français ?

Advertisements

2 responses to “Doujañs d’hom anvioù-lec’h

  • me

    din me se diskwel mat eo dav diwall momestra. Tout an dud n’int ket ken barrek se war ar brezhoneg, ha ret eo esplikan dezhe petra n’a ket gant an hanvioù evel int. Bezan zo tud zo labourat bomdez en brezhoneg ha bezan zo reoù glevont ket nean kaji jamez. N’on ket sur hag en eo bet graet, met aze vije mat sevel ur sort gazetenn evit esplikan se hag esplikan an hanvioù lec’h, marteze nije lakaet tud da sonjal zo traoù da dikin enne.

  • paotr garz

    Ya. Dizesk eo ar Vretoned war gement-se, evel war ur bern traoù all hag a denn d’o sevenadur. Neuze ‘h eo sur e ranker esplikañ mat en-araok (tamm kazetenn, un emvod bennaket…) da betra zo e’mm cheñch ar pannelloù-se, kuit da gaout re a dud o heuilhañ ar c’henaoueien hag a glemm.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: