Tchernobyl, 25 bloaz goude…

‘Ba kreistez an Almagn ‘vez ket lesket an dud da debriñ kig moc’h gouez evel e karont. Feiz, pep loen lazhet a rank bezañ kontrolet  a-raok. Dam da betra ? Fidambie, peogwir eo radioaktif an darn vrasañ dionte. Ya, 25 bloaz goude ma ‘dea tarzhet kreizenn nukleel Tchernobyl e chom saotret an natur. ‘Ba koadoù ar Bayern, tost deus ar Republik Tchek, e vez kavet war-dro 7000 bekerel dre gilo kig moc’h gouez (cesium 137 an hini eo). Kement-mañ pa oarer e ranker skeiñ kuit ar moc’h gouez lazhet ma kaver en tu all da 600 bekerel enne… moaien ‘zo da soñjal int kazi tout radioaktif. Siwazh dezhe e kavont mat an togoù-toñseg, leun c’hoazh a boultr lous  kac’het gant Tchernobyl 25 bloaz a-raok. Sortoù kabelloù-toñseg ‘zo a derc’h da greskiñ ar radioaktivded enne memes !

Pennad Courrier International (diwar Der Spiegel)

An nukleel, kaeraat tra! Energiezh prop, elektrisite marc’had mat ! Lorc’h un nebeut broioù, pinvik evel Bro-C’hall, pe baour evel an Iran ! Bugel mil-karet ar Skiant ha kaezhiget gant diskibien an Teknoskiant ! Ha poblañsoù touellet ha badaouet gant galloud bras an nerzh divent-se ! Penaos esplikañ welloc’h sorc’henn an den da vestroniañ tout pezh zo endro dezhañ ?

Betek an deiz ma tarzh. Un taol dichañs eo evel-just. Pe gentoc’h un heuliad fazioù graet gant tud. N’hall ket an nen bezañ mestr war tout an traoù. Ha Tchernobyl ‘neus diskwelet se ervat. Ar risk zero, evel ‘vez lâret, n’eus ket diontañ neblec’h ebet. Gant-se, da betra derc’hel da c’hoari gant an nerzh digontrolabl-se ? Hag ober war-dro al lastezioù lous-daonet goude… Washoc’h eo c’hoazh evit an Ankoù krignet, sellet deus se :

Sed aze ur rentañ-kont en galleg diwar-benn gwallefedoù Tchernobyl

Advertisements

2 responses to “Tchernobyl, 25 bloaz goude…

  • Yann

    N’on ket barrek awalc’h da varnañ ho prezhoneg, met plijus e kavan e lenn.
    Souezhus ha mantrus istor ar moc’h gouez. Hag Añjela Merkel ha kenderc’hel gant an nukleel. Kavout a ra da Daniel Cohn-Bendit e klote an nukleel gant kreizennañ ar beli ha gant monopol ha status foran an EDF.

  • paotr garz

    Pouez an nukleel ‘ba Frañs : c’hoazh ur gwallefed deus ar c’hreizennañ ! Ma vije bet roet galloudoù gwir d’ar strollegezhioù etre ar Stad hag ar barrouz, vije bet voaien da glask doareoù all d’ober elektrisite. Met re stag eo ar Stad deus an nukleel, dibosubl ‘ta da dileskel an nerzh-se deus an eil deiz d’egile. Kondaonet omp da c’houzañv ar choaz-se, keit ma vo kavet peadra da vagañ ar c’hreizennoù nukleel lous-se. Gant ma tarzhfont ket.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: