Bro-C’hall o verviñ

War greñvaat ha war galetaat ‘h a ar manifestategoù enep da reform ar retret. Well-a-se. Amzer zo bet e’mm, met n’eo ket en aner ‘meump manifestet abaoe pemp miz. Arru ‘zo bop sort tud, bop sort micherioù, ‘ba ar jeu. Muioc’h bemdez. Ha dre-chañs labourerien ar rafinrioù ! Ma terc’h krog ar re-se e c’hallamp soñjal vo diaes diaes d’ar gouarnamant derc’hel da gas da benn e reform. Plegañ a glefe ober buan a-walc’h ma vez damsac’het an ekonomiezh.

Gant ar re yaouank ouzhpenn abaoe ar sizhun-mañ eo cheñchet penn d’ar vazh. Aezet oa d’ar gouarnamant kontroliñ an traoù e-keit ma oa an dud o kerzhet plaen ha brav dinan bannieloù ha luganioù ar sindikadoù bras. N’eo ket gwir ken gant manifestadegoù liseidi ha studierien o arruout prum-ha-prum un tamm pep lec’h. Ha bec’h ‘zo alies-mat. Ma terc’h da vont e-giz-se zo chañsoù bras da welet ur stourm ken kreñv hag an hini oa bet enep d’ar CPE. Soñj mat ‘meump penaos oa achuet…

War-raok enep da Sarkozy hag e vevelien !

Advertisements

One response to “Bro-C’hall o verviñ

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: