Klañv ar bed gant an dizingalded

Treset gant Roulies, evit Planet.fr
War greñvaat ‘h a an dizingalded ekonomik. Pep lec’h. Ba ‘r bed, n’eus ket ur vro hep ur pezh touflez etre ar re baour hag ar re binvik.  Ha derc’hel ‘ra da vont war washaat. ‘Ba Frañs evel e lec’h all, un darn vihan a derc’h da binvikaat, pa ‘non gav paour-kollet muioc’h a dud bomdez. Bezañ ‘zo mouezhioù hag a sav amañ hag a-hont evit enebiñ deus se. Koulskoude eo deut an dizingalded da vezañ ken naturel ha tra. Klevet ‘vez ‘h eo an dud sitoaianed-tout, hag e-giz-se ‘deus gwirioù heñvel an eil reoù deus ar reoù all. Met ar c’homzoù kaer-se zo mil-drailhet gant an arc’hant foll a ren hom buhezioù.

Un devezh bennaket e tarzho. Betek pegoulz e c’houzañvo kement a dud bevañ ‘ba ‘r baourentez du ? Betek pegoulz ‘derc’ho ar reoù all da vevañ a-hed o buhezioù gant aon da vontañ o zamm stal ? Den na oar. Met n’hall ket derc’hel da vont e-giz-se. E’mm ‘neus ar sistem kapitalist da vac’hañ kalz tud, ha leskel anezhe ‘ba ‘r mailh, evit brasañ aezamant ul lodenn vihan deus ar boblañs (aksionerien, bankerien, pedejeed, ha me oar-me). E-giz-se ‘h a en-dro ar bed dindan an diaoul-se, ha biken ne vo tizhet an disterañ ingalded. Da betra mirout ar sistem-garz-se neuze ?

Arru eo poent cheñch penn d’ar vazh. Evit pezh sell ar retretoù eo bet kollet ar stourm an dro-mañ. Met ar fulor  ledan zo bet santet  ‘ba ‘r stourm-se n’ay ket kuit ken prum-se. Pa vo bouetet a-walc’h dizesper ha  kasoni ar bobl munut, aze ‘vo bac’had. Prestik…

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: