Facebook, mevel ar Stadoù

19 milion a dud ‘deus ur c’hont Facebook ‘ba Bro-C’hall ! Ar pezh a ra un den diwar tri. En deiz-a-herie, ma ‘nez c’hoant an nen da heuliañ ar c’hiz hag ober evel an dud all ‘vez ret dezhañ kaout e gont Facebook. Ha mont an aliesañ ma c’hallo da welet penaos ‘mañ kont war e bajenn. Renkout a raer ober gant ar Facebook-mañ, ha koulskoude ‘vanka amzer da toud an dud dija ! Ret eo anzav memes tra ‘vez aezetaet labour ar strolladoù politik, kevredigezhioù, ha me oar-me. Kalz tud a bop sort a c’haller tizhout drezañ, pezh zo tamm diaesoc’h ‘ba ‘r vuhez gwir pa chomer ‘maez ar mediaoù bras. Feiz, se ‘meus klevet komz, met n’on ket evit lâret peogwir n’an ket war Facebook.

N’eo ket se ar washañ ‘hat. Abaoe un tamm amzer (pelloc’h marteze, se ‘oaran ket), ‘glevan komz deus kontoù sañsuret gant Facebook. Daou viz ‘zo ‘soñj din oa bet diverket hini Sare Antifaxista, an antifachisted bask. Daout petra oa tamallet dezhe ? N’eus ket a voaien da c’hoût, peogwir n’houlle ket tud Facebook lâret petra oa kaoz. Chomet oant mut.

Div sizhun ‘zo oa arruet kement-all da Forom ar pobloù a stourm (Forum des Peuples en lutte). O fajenn oa bet sañsuret hep ma oa bet roet dezhe an disterañ abeg pe digarez. Piv zo bet o klemm ? Dam da betra ? N’eus ket ‘met esa divinout a c’hallamp ober, ha se an hini eo zo spontus : forzh piv, forzh petore strollad ‘c’hall bezañ skarzhet hep goût petra zo kaoz ! Feiz, n’eo ket forzh pereoù ‘vez sañsuret evel just. An daou skwer a gaozean dionte ‘deus soñjoù enep d’ar Stadoù spagnol ha gall… soñjoù sort-se n’eus ket droed da lâret anezhe war Facebook ? Doujañ deus ar Stadoù-se renkamp ober evit bezañ war Facebook ? Fidedoulle, n’on ket prest da foetañ ma amzer gant ar c’hozh Facebook-se !

Ma vezet war Facebook, pe ma ne vezet ket, emañ an traoù-se da c’hoût memestra !

Facebook affectionne la censure. Que ce soit les antifascistes basques ou le Forum des Peuples en lutte, récemment censurés sans raison, il ne fait pas bon montrer sur Facebook son opposition aux Etats, français et espagnol en l’occurence.

Advertisements

5 responses to “Facebook, mevel ar Stadoù

  • TeB

    Ar pep spontusan ? n’on ket souezhet ‘tamm ‘bet.
    ‘Viton facebook a zo ur gwir spont.
    Sonj m’eus d’ur c’houlz oa ret d’an RGoù labouraat un tammig evit dastum titouroù (nul pe faos a wezhoù) war buhez den-man-den.
    Hirie, an dud a labour evito, hag evit netra.. ha laouen ouzhpenn.
    Ma klevfem’ deiz pe zeiz eo bet krouet facebook gant mignoned ar CIA, ne vijen ket souezhet tamm ebet.
    Parano ar paotr ?
    Ar pep gwashan ‘gav din n’eo ket e vije bet krouet gant fliked.. met just awalc’h gwellet ar galloud, an titouroù dreistordinal bet dastumet gant un embregerezh prevez… da laret eo n’en deus ket memes un enepgalloud evit mirout outo mont re bell…
    Ha ma rafe freuz stal Facebook, pi ; gant piv ez afe an tenzor-man bet dastumet ?

  • paotr garz

    Dam ya sur ! Spontet a-walc’h ‘h on ivez o welet an dud oc’h embann kement a draoù diwarne… prestik vo gouvezet holl vuhezioù an dud mann ‘met o sellet deus o fajennoù Facebook ! N’eo ket kat ken an dud da virout o zraoù evite ? Tristañ tra.
    Daoust hag-eñ ‘vez aezetaat labour ar fliked er c’hiz-se ? Ne soñj ket din memestra, pezh a dremen war Facebook zo didalvez dezhe. Met evel zo bet gwelet n’eus ket pell ‘zo, an embregerezhioù zo krog dija da sellet a-dost deus pezh vez embannet gant o implijidi, ha danvez-implijidi…

  • Yann

    Ya met an dud zo krog da nom rentout kont ivez, ha lakont ket o anv gwir kuit da vean anveet, moaien zo koachan traoù ivez, vez ket diskwelet pop tra da forzh piv. Sell, me zo war facebook! Teus ket met klask traoù warnon war an internet, gav ket din gavi kalz tra!
    Bon vel-just vit pezh sell deus sansurin tud zo hep rezon bet sonjan veltout. Met bon, rabat eo mont ti McDO ha lâret eo ur spont vije ket moien prenan krampouz…

  • paotr garz

    Hañ hañ, implij ‘rez ul lesanv ? Koulskoude, ‘pezh ‘blija d’an dud war Facebook eo kaout bern kamaradoù, ha hadkaozeal gant tud ankouet pell ‘zo. Diaesoc’h d’ober gant ul lesanv memestra ?

  • Yann

    Ya diesoc’h eo moarvat, met bezan zo tud on laouen o vezan ankoueet nezhe ivez! 😀

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: