Ar panoioù er yezhoù minoriter ‘maez al lezenn ?

‘Ba Vilanova-De-Magalona zo bet lakeet nevez ‘zo panoioù en okitaneg dindan ar galleg. Soñjal ‘raer n’eo ket kalz tra, ken kustum omp deus se ‘ba Breizh ha lec’h all ivez. Met trawalc’h eo evit sodiñ un nebeud jakobined memestra. Klemm zo bet douget gant “Le Mouvement républicain de Salut public” (biskoazh kement-all, pennoù ‘h a da vezañ troc’het ‘benn nebeud amzer !). Ha petra ‘neus lâret an tribunal ? Feiz, ‘maez al lezenn ‘mañ ar panoioù en okitaneg-se ! Tennañ anezhe ‘renk ober an ti-kêr ! Ya ‘ha. Ha petra ‘zo kaoz ? Fidambie, kollet vo Yann Gall gant ur yezh ken disheñvel !

Ur gentel gaer zo da dennañ deus se. An traoù bihan goneet evit ar yezhoù minoriter a c’hall bezañ kollet deus an eil deiz d’egile. N’eus ket mann ebet evit diwall anezhe en gwirionez, na statud, na lezenn, na netra… Pa oa bet embannet oant ul lodenn deus “Patrimoine” Bro-C’hall daou vloaz ‘zo oa koazioù-toull ur wezh ouzhpenn. Traoù dister ‘chomaint ‘ba ‘r Frañs, traoù dister a c’haller ruilhal ha diruilhal evel piz dre ar pod. Trawac’h eo jujamant un tribunal evit lemel kement pano en ur yezh dishañval deus ar galleg…

Ul lodenn deus “Patrimoine” ar Frañs ‘h eo hom yezhoù  neuze ? Dam n’eo ket, sur ! Pilet ha torpilet int bet a-viskoazh gant ar Stad-se. Ret eo bezañ imobi evit kaozeal deus hom yezhoù evel ur binvigezh deus ar Frañs. N’int ket ‘hat ! Dimp-ni int, d’ar pobloù a ra gante c’hoazh, ha d’an humanite, met biken ne vefont d’ar Frañs.

Tamm testenn war Maville.com (West-Torch zo perc’henn warnañ, sellet deus kaozioù Andre M deus Gwengamp, ur sakre genaoueg eo)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: