Sorc’henn ar prenañ

Herie ‘mañ Nedeleg, ha pep hini ‘neus bet plijadur o tigeriñ e brofoù niverus. Feiz ya, ar c’houlz-mañ ar bloaz eo an hini sotañ evit se. Gwashat ma ‘h eo garz an dud gant ar sorc’henn da brenañ traoù ! Deut zo da soñj din en istor ur paour-kaezh impliad deus ur stal Wal-mart marvet devezh ar soldoù. Kontet ‘ma anezhi ‘ba Klask ha Distruj 1. Nedeleg laouen !


 

Mac’het er gourmarc’had…

Long Island, New York. Ar gwener 28 a viz du.

Ar « black Friday » an hini eo. Un devezh a distaolioù, a soldoù bras eo. Diwar an deiz-se eo krog prantad ar prenañ e fin bloaz er Stadoù Unanet. Ur bobl tud dirak dorioù ar gourmarc’had Wal-Mart. Peg-ha-peg emaint o c’houl’ digor. Ne badont ket ken gant ar c’hoant mont e-barzh ha lampat gant ar marc’hadourezhioù. Bountet e vez war an norioù ken e vez. Sorc’henn ar prenañ zo gante. Luchañ a reont deus ar regennadoù evel ar yer deus an ec’h.

Ha didoroset an norioù ken int taolet e diabarzh. Difoeltret. Difindaonet. Diframmet.

Un impliad ‘oa a-drek an norioù. Darc’hoet eo. Ha mac’het. Mac’het gant treid a-vil-vern. Mac’het gant bernioù tud o vont d’ar red e-barzh ar stal treneg  o sorc’hennoù : ar marc’hadourezhioù. N’eo ket tud int, met loened. E-kreizig-kreiz al lec’h modernañ er bed, e New York, e 2008…

Marvet eo an impliad da 34 vloaz.

(diwar un darvoud kontet ‘ba Le télégramme, 29-11-2008)

C’est l’histoire d’un employé de la grande surface Wal-Mart à Long Island, New York, le jour marquant le début des grandes soldes de fin d’année, qui meurt en se retrouvant projeté et piétiné par une foule de consommateurs déchaînés. Ou comment, au XXIe siècle, l‘ultra-modernité capitaliste tellement célébrée en arrive à provoquer des comportements collectifs relevant de l’animalité…

 

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: