Arru eo SAB en-dro !

Arru eo Stourm ar Brezhoneg (SAB) en-dro. Goude un toullad bloavezhioù kousket e klever adarre e hanv, met an dro-mañ n’eo ket evit panelloù duet evel gwezhall (ha koulskoude ‘choma labour d’ober evit kaout brezhoneg pep lec’h en Breizh Izel). Laeret ‘deus nevez ‘zo panelloù deus kêr François Fillon (Solesmes eo hanv e barrouz, ‘ba ‘r Sarthes). Rentet ‘vefont pa ‘deuio ‘maez ul lezenn bennaket evit gwareziñ ar yezhoù bihan evel ar brezhoneg (evel oa bet prometet dimp 3 bloaz ‘zo).

Evit lâret ar wirionez ‘ma kavet da gentañ dister ha didalvez  an taol nevez-se. Laerezh panelloù, restaoliñ anezhe goude ma vez ul lezenn… ‘ma ket komprenet kaer ar wezh gentañ ‘ma gouvezet se. Met cheñchomp ma soñj abaoe ! Pa ‘meus gwelet mediaoù Bro-C’hall o komz deus se an eil reoù war-lerc’h ar reoù all… un taol-kaer an hini eo. Evel-just ne vo ket goneet mann ebet. Evel ordin. Met pezh zo brav ‘h eo derc’hel da diskwel d’an holl, en Breizh dreist-holl, met ‘ba ‘r Frañs ivez, zo ur stourm kreñv evit divenn hom yezh hag hom idantelezh. Bev eo hom yezh, bev omp Bretoned, ha derc’hel a refomp da sevel hon mouezh !

Le Telegramme

France-Bleu

Libé-Rennes

West-Torch

L’Express

RTL

Canal+

Ha reoù all ‘zo ‘gav din ! Se ‘diskwel un dra ouzhpenn, ha n’on ket souezhet ganti tamm ebet : ken kreizennet eo ar vuhez politik, hag ar mediaoù, ‘ba Bro-C’hall ken n’eus ket ‘met  taolioù-kaer sort-se d’ober evit bezañ klevet evel ‘vez gleet (ne gaozean ket deus an taolioù feulz hag a blij kalz da frioù lous ar mediaoù gall). Kaer ‘meump manifestiñ, ober traoù dirak ar rektordi, ‘ba an tier-gar pe an tier-post, ha me oar-me petra c’hoazh, mouget omp. Ezhomm ‘zo c’hoazh deus taol-kaer diwezhañ SAB. Beket ma terc’ho SAB da vont war-raok e-giz-se !

SAB, Stourm ar brezhoneg, refait parler de lui avec le vol des panneaux d’entrée d’agglomération de Solesmes, commune de François Fillon. Leur restitution ne se fera qu’avec la promulgation de la loi sur les langues dites “régionales”, promise par le gouvernement en 2007. Au vu du “charre” médiatique qui a suivi cette action, on ne peut que reconnaître que c’est un très joli coup !

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: