Ar faskouriezh ‘h a war-raok

Un neubeud bloavezhioù ‘zo e krede d’an dud oa damvarv ar Front National. Arru e oa kozh ar Führer, ha Sarkozy ‘neva rastellet un tamm mat a vouezhioù e-touez voterien an FN. Fesonet fall oa an tu-dehoù pellañ gant an UMP o tostaat deus e vennozhioù dezhañ. Cheñchet eo penn d’ar vazh abaoe. Arru eo fae Bro-Frañs gant Sarkozy un tamm ‘zo dija. Ha Jean-marie Le pen zo o paouez leskel e blas d’e verc’h… c’hwezh fall zo ‘ba Bro-Gwirio-mab-den. Lennit ‘ta pezh a lâr dimp ur sondadeg graet ar sizhun-mañ gant Libération :

– 13% deus an dud a faot dezhe kaout merc’h Le Pen evel prezidantez.

– 20% deus an dud ‘deus ur soñj mat dionti (un den diwar pevar ‘ba an UMP, un micherour diwar tri).

-52% deus an dud ‘gav dezhe ‘h eo welloc’h evit he zad da vezañ war ar renk evit an dilennadeg.

Ar chifr diwezhañ-mañ n’eo ket ken souezhus-se din. Me ‘soñj din ivez ‘h eo welloc’h evit he zad, peogwir ‘rey ket ar memes fazioù. Diwall ‘rey muioc’h deus he skeudenn ha deus an traoù ‘lâro. Fin a-walc’h ‘h eo, ha tamm mat dañjerusoc’h ‘benn fin kont. Krog eo da ‘non diskwel evel divennerez ar Republik hag al laisite, ataket o-daou gant an Islam. Un sakre cheñchamant ‘h eo, ha touelliñ ‘ra e-giz-se muioc’h a dud evit he zad. An UMP ‘neus peadra da vezañ nec’het. Met nimp ivez.

Daoust hag-eñ eo ken estonus-se ? Trist eo da lâret, met kostezennoù an tu-dehoù pellañ ‘h a war-raok tamm bihan pep lec’h ‘ba Europ. Bern tud lakeet diaes en o buhezioù, ha spontet rak an estrañjourien hag an Islam, a vag ar faskouriezh. Hemañ a derc’h da wellaat e doare da gomz hag he skeudenn kuit da heugiñ an dud evel a-raok. Ret eo chom war-evezh ha pouezus-bras ‘h eo stourm dionte. Ampich anezhe da c’honit tachennoù ‘meump d’ober.

Pennad Libération : “Marine Le Pen, la montée en nuisance

La menace Marine Le Pen se précise. Elle semble plus habile que son père, et le nombre grandissant de personnes qui a une image positive d’elle est proprement effrayant. Voilà un élément de plus en tout cas qui tend à prouver l’influence croissante des idées d’extrême-droite en Europe. 

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: