Rezon ar Stadoù : 1999, Bro-Rusia

‘Ba miz gwengolo 1999 e tarzhe tri savadur ‘ba Bro-Rusia. Daou dioute oa bet distrujet penn-da-benn ‘ba ‘r Moskou. Ouzhpenn 200 den oa bet lazhet eno. Diouzhtu oa bet tamallet da Tchetcheniz bezañ graet an taolioù fall-se. Da heul ‘na kaset ar gouarnamant rusian e armeoù treneg Bro-Tchetchenia, a oa dieub hag en peoc’h abaoe tri bloaz. Sed aze penaos ‘na lakeet  an arzh rusian e grabanoù war ar vro vihan-se adarre, ha penaos ‘na gallet Putin tostaat d’ar galloud.

Er sizhun-mañ ‘meump gallet selaou war France-Info ur vaouez, Helene Blanc he hanv, hag a studi ar politikerezh ha Bro-Rusia ‘ba ‘r CNRS. Goulet ‘zo bet ganti he soñj diwar-benn ar vombezenn ‘deus tarzhet un neubeud deizioù ‘zo ‘ba aerborzh Moskou. Ha hoñ da respont oa ret gortoz un tamm ‘zo a-raok tamalliñ da Tchetcheniz, pe da Islamisted bennaket ar gwall-daol-se… da vên ar pezh oa tremenet er bloavezh 1999. Dezhi ‘h eo an FSB (ar servijoù sekred rusian) ‘na kaset da benn ar gwall-daolioù-se. An danvez-tarzh rusian, ar stumm d’ober dishañval deus hini Tchetcheniz, hag an FSB e-hunan tapet o lakaat ur bedervet bombezenn da darzhañ…

Piv an diaoul ‘na graet an enklask ? Fidedoulle, tud an FSB an hini oa evel-just ! Kavet ha kondaonet oa bet 17 den deus ar C’hokaz… Douetañs a chome memestra. Goulet ‘zo bet div wezh, ha nac’het div wezh, ‘klaskje un neubeud deputeed deus an Douma piv oa an torfedourien. A-benn ar fin ‘dea divizet an Douma da viret ‘ba ‘r sekred evit 75 bloaz dielloù an enklask… Daoust da se zo bet abaoe un toullad testenioù (un espïon kozh en o mesk)  ha ‘deus lâret ‘h eo an FSB ‘neus graet an taol. Ac’hanta, moarvat ne vo ket ezhomm da c’hortoz 75 vloaz evit bezañ sur.

Setu da belec’h e kas a-wezhioù “Rezon ar Stadoù”. Lazhañ kantadoù a dud inosant evit justifiañ ur brezel, se ‘zo neubeud a dra d’ur Stad. N’eo ket ken taer Bro-C’hall evel-just, met rezon ar Stad zo ken kreñv all amañ. Aljerianiz a derc’h soñj mat diouti bepred, kement ‘deus gouzañvet. Ha reoù all zo bet. Ar pezh ‘zo da c’hoût eo se : an demokratelezh, gwirioù mab-den, ar frankiz… ha kement tra wez-se ‘boueza ket kalz tra dirak “Rezon ar Stadoù”.

A propos de la Raison d’Etat en Russie qui a vraisemblablement conduit les services secrets russes (FSB) à organiser les attentats meurtriers de septembre 1999 (près de 300 morts) pour justifier l’invasion de la Tchétchénie. Mais en France aussi, la “Raison d’Etat”, face à laquelle les beaux principes démocratiques ne pèsent plus rien, est toute puissante et a justifié toute sorte de violences. Les Algériens, comme beaucoup d’autres, peuvent en témoigner. 

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: