Marh Al Lorh : ar paour-kaezh bigouter oc’h arruout ‘ba kêr Kemper

Sed aze tammoù choazet ganin diwar levr mil-vrudet Pêr-Jakez Helias (1975). Etre ar pajennoù 240 ha 248 a gaver anezhe, ‘ba eil lodenn embannadur Emgleo Breiz. Kontet ‘vez eno kammedoù kentañ ar bigouter bihan, daouzek vloaz anezhañ, o vont da skolaj Kemper. Deskiñ a raio diwar e goust penaos ‘vez dismegañset an dud diwar ar maez eveltañ, tud paour alies-mat, brezhoneg en o genoioù, er-maez a c’hiz penn-da-benn…

Neubeud goude bezañ arruet ‘ba ‘r Kemper ‘h a ar c’hrennard da welet un arvest dindan deltenn war ur blasenn. Goût a oar dija emañ en ur vro estren :

N’ouzon ket perag, soñjal a ra din dioustu ema aze ar bureo maltouterez ma rankan en em ginnig ennañ evid tremen euz Breiz da Vro-Hall.

Pep lec’h en-dro dezhañ e klev yezh kêr, ar galleg, ha pell eo da vezañ kustum diouti :

Ar galleg a zon iskisoh en on diskouarn eged diwezatoh eun negro-spiritual.

Ret-mat vo dezhañ en em abituiñ diouti, divennet ma ‘h eo kaozeal e yezh-vamm ‘ba ‘r skolaj. Kerse vo gantañ peogwir ‘no ket ‘met an nozvezhioù evit adstagañ d’e yezh-vamm, e-hunan, o soñjal ‘ba kanerezed dibar evel ar Voedenn. Ar re-seoù war vont da vezañ ramplaset gant ar c’hozh sonioù deus ar c’hiz o tont deus Pariz :

D’an abardaez-se ez on bahet e lise Kemper evid seiz vloaz, kondaonet da gomz ha da glevet galleg bemdez-doue nemed em huñvreoù-noz, pa gan din e brezhoneg skeudenn ar voedenn goz. Ha kredit ahanon, se n’eo ket memez tra ha “Mont’ là d’sus, tu verras Montmartre”. Evid stolia ar Voedenn, ne vo ket a-walh gand seiz vloaz. Seul nebeutoh c’hoaz ma kanodeomp beb bloaz, e miz gouere ha miz eost, en uzin Yann Hena, he rollad penn-da-benn heb ankounac’haad eur houblad ha marteze en eur lakaad ouspenn. Mann evid mann. E-pad m’emei o kana, ni a zibenn eviti ar piz-ariko.

Ingal eo d’ar grennarded all, ar reoù deus kêr. Ar goaperezh ‘deu buan gante, ken maget eo o lorc’h dezhe hag o dispriz deus an dud diwar ar maez. Ha start eo en em divenn hep mont dezhe ‘vat :

Penaoz ober evid chom heb skei p’emaoh lakeet da blouked gand ar skolidi-diavêz vrein war zigarez emaint o chom en eur ranndi a-lorh war ar haeou pe eur zanaill en-dro da Blasenn ar Roñsed Lard, pa reont goap ouzoh abalamour ho-peus lavaret : “fermer la porte qu’il faut faire”, padal int a goak : “yaka feamer la poate”. Hag ar barrad kastizoù a gouez warnoh eur wech muioh. Peizanted oh, paotred kriz, paotred ouez, Bonedou Ruz.

Gwallgaset ‘vez ar bigouter, evel tout ar reoù all o tont deus ar maezioù, dam d’ar galleg drailhet gantañ. Lakeet eo da baour-kaezh den, diwezhat un tamm. A-benn neuze ‘deu fonnus an taolioù, n’eus ket ‘met gante e c’hall respont d’an dismegañs :

E gwir, ma ‘z om douget da feulzi eo kalz abalamour n’en em reom ket mad gand ar galleg. Skolidi kêr, int, a gomz galleg fall, moarvad, (ha dizale e vezim ar re wella war an danvez-se), med dond a ra ganto êz-tre. Komz a reont dibill, ar farserez kêr zo ganto a ra deomp genaouegi, ober a reont gand eul luhaj a zank droug ennomp abalamour ni n’entravons que dalle. Evid deomp beza par-ha-par ganto e tlefem kaoud tro d’ober gand or yez-vamm ha neuze ar “reoriou striz-se” a bakfe o fegement. Arabad soñjal. Kastizet om evid beza komzet brezoneg. Eun tammig muioh hag e vefe roet deomp ar vuoh.

Estroc’h evit ar brezhoneg ‘vez dismegañset. Tout buhez an dud diwar ar maez ‘vez graet goap diouti gant mibien bourc’hizien Kemper. An touflez zo ledan-mat etre tud kêr, a soñj dezhe bezañ deus ar c’hiz, ‘vel ‘vez gleet, ha paour-kaezh tud ar c’hampagn, mezhekaet ha paour ma ‘h int :

Hag ouspenn, ankouaad a reer ez eus ouzom paotred treuzkaset, enbroadet en despet deom war eun dachenn sevenadurez n’eo ket on hini. N’eo ket a-walh deom trei c’hoaz , kousto pe gousto, euz or yez war deod da halleg al leoriou, med on doare-beva penn-da-benn, on emzalh pemdezieg euz an dihun beteg ar housked a zo mad da hegasi ar re all ha d’o lakaad da hoarzin. Or zevenadurez a-ziwar ar mêz a dremen evito da galpart, ha ni a zo sabatuet dirag o neuzioù bourhizien. Deski a ran, eur wech evid mad, e kred an disterra kêriad beza dreist an ijineka kouër. Eun diemgleo ha ne vo fin ebed dezañ a-raog pell. Lakit ouspenn ez om e-touez ar re baourra.

Lâret brav eo gant Pêr-Jakez Helias an dispriz spontus, digredabl, zo bet deus bobl munud ar maezioù. Ar pezh ‘neus bevet-eñ zo bet añduret gant milionoù a dud eveltañ dre Vro-C’hall, ha gwasoc’h c’hoazh evit ar reoù tamm bihan re dishañval deus an norm parizian. Pegen start ha kalet ar pezh zo bet gouzañvet gant pobloù evel hom hini ! Ar c’houlaouenn oa ‘ba ‘n Pariz, an deñvalijenn en-dro dezhi… Ha ‘ba pep kêr vras ha krenn zo bet heuliet giz Pariz, ar vourc’hizien ‘deus dismegañset tud ar c’hampagn… Hag-eñ oa fraternite en un tu bennak ? Hag-eñ zo fraternite en un tu bennak ?

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: