Gwadloup : ar Republik a sko kreñv

Ne glevamp ket komz ken deus ar Gwadloup abaoe ar stourm kalet oa bet daou vloaz ‘zo. Souezhet ‘vefomp ? Ac’hanta, ar mediaoù amañ ‘ba ar “C’hwec’hkorn” zo tremenet pell ‘zo da draoù all. Re bell eo an enezennoù-se deus Pariz koura ! Ha koulskoude zo traoù da c’hoût diwar-benn ar pezh a dremen eno.

Evel-just n’eus ket bec’h ken evel e oa bet. Met derc’hel a ra an dud da stourmañ du-hont da vên n’eo ket deut war-draoù ar prizioù, daoust ma oa bet prometet. Neblec’h ne vez doujet ivez deus an emglevioù “Bino”, ar re-se evit kreskiñ ar goproù. Ken kreñv all eo chomet ar “pwofitasyon” a-benn-fin-kont. E-keit-se ar Stad na ra ket ‘met kaletaat e “urzh republikan”. Ha skeiñ a ra kreñv bremañ war ar reoù ‘deva savet o mouezhioù ha esaet didorosañ an urzh sokial brein a ren ar vro.

E-giz-se ‘vez kaset dirak ar justis, ha kondaonet, degadoù a stourmerien  UGTG (unvaniezh al labourerien gwadloupean, independantisted), a oa penn jeu an LKP (Liyannaj Kont Pwofitasyon). Betek alvokaded an UGTG ‘vez klasket jeu dezhe. N’eo ket brav mont a-benn d’ar Republik, ha rediet int da baeañ ker evit o stourm. Sed amañ ur gemenadenn skrivet gant Elie Domota, pennsekretaer an UGTG, da c’helver d’ar solidarite etrevroadel.

La France n’aime pas que l’on trouble son ordre républicain. Les militants guadeloupéens de l’UGTG sont en train de l’apprendre à leurs dépens, eux qui continuent de se battre pour secouer l’ordre social inique qui règne en Guadeloupe et dans les autres colonies françaises. Voici leur appel à la solidarité


Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: