Kregiñ a ra ar chas en Naoned

Ar gazetenn Presse-Océan ‘deus graet ur c’holo nevez ‘zo diwar-benn ar stourm breton ‘ba al Liger-Atlantel. Onest eo ar pezh zo bet skrivet ‘ba Presse-Océan, n’eus ket kazi mann ebet da rebechiñ dezhe (evit ur wezh…). Kaeroc’h c’hoazh (ma c’haller lâret se !), kontet ‘vez dimp tro fall ur paour-kaezh den yaouank ha oa klasket jeu dioutañ gant paotred Mari-Robin peogwir oa ar pegsun amañ a-us war plakennoù e oto… Ar bagad 44=Breizh ‘neus embannet pajennoù ar journal-se war e lec’hienn, gant ur gemennadenn da heul. Sell amañ petra oa arruet gant ar paotr yaouank :

Il en est encore sous le choc à la seule évocation de sa mésaventure. Alors qu’il attendait dans les bouchons, dans une rue rezéenne, au volant de sa voiture en compagnie de sa femme et de sa fille, ce jeune cuisinier a été contrôlé, toutes sirènes hurlantes et gyrophare allumé, par une patrouille de gendarmerie. “Je me suis garé pour les laisser passer. Là, ils se sont garés derrière moi. Ils m’ont demandé mes papiers et m’ont intimé l’ordre de sortir du véhicule.” Là, les hommes de loi l’interrogent sur ses plaques d’immatriculation arborant des autocollants Bretagne-Breizh-44 en lieu et place du logo des Pays de la Loire. […] Après l’avoir menacé d’une amende de 68€, les gendarmes l’ont contraint à retirer les autocollants.

Biskoazh kement-all ! Ar c’hozh loened brein-se ‘deus ket a vezh… Brudañ traoù sort-se ‘vez d’ober, kuit da leskel ar chas-se da harzhal ha kregiñ evel a gredont ober aze.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: