Un trec’h

Pa vez an nen o tifenn ur yezh “vihan” evel ar brezhoneg, oc’h esa implijout anezhi ‘ba al lec’hioù publik, ‘vez ret dezhañ derc’hen mat e grog. Gouzañv a raio selloù a-enep, ha mousc’hoarzhoù goapaus. Gwezhioù all ‘klevo tud o troukkomz diwarnañ. Ha bepred e chomo digomprenet gant an darn vrasañ… evel ul loen dreist-ordinal pe un istrogell hanter-garz kollet e-mesk tud e barrouz. Unan sot a-walc’h evit ober kontrefed tout ar reoù all ha disentiñ deus ar reolenn veur : kaozeal galleg pep lec’h.

Met bevañ ‘ray momedoù kaer ivez, pa ‘vo mil-malet ar reolenn veur. Sell aze petra oa arruet din an deiz all. Drailhet ‘meump anezhi, ar c’hozh reolenn-se. ‘Ba an ti-post e oamp en em gavet, me ha ma mab, un tonton kozh din hag e wreg… hag an teodoù brezhonek da vont en-dro neuze, dinec’h ha divezh. E-kreiz an ti-post e oamp neuze, tri rummad o kaozeal yezh ar vro, gwelet ha klevet mat gant implijidi ar Post, hag an dud all arruet war-hon-lerc’h. Un arvest digustum dezhe koura, lec’h e vez mouget an disterañ kaoz brezhonek normalamant…

Evel un trec’h meur ‘meus bevet-me an tamm pennad-se ‘ba an ti-post. Yezh ar vro ‘h a kuit fonnus, met n’omp ket marv na tost, ha n’oc’h ket prest d’interiñ ac’hanomp c’hoazh. ‘H it da glevet brezhoneg e-pad ur pennad-mat c’hoazh. ‘Ba ho ruioù, ho stalioù, ho servijoù publik, ha me oar-me pelec’h c’hoazh. Lârout a ran deoc’h !

Trois générations bavardant en breton en plein coeur d’une poste, devant les employés. L’expérience, fortuite, m’a été extraordinaire. Une si dérisoire, mais si symbolique victoire sur la dramatique règle intériorisée par tous : refouler la langue bretonne pour ne parler que français…

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: