Kollet ‘ba skol ar Republik

Tro ‘mez da gomz brezhoneg gant un den yaouank a-walc’h deus ma barrouz. War-dro pemp bloaz ha daou-ugent eo, hag ur brezhoneg brav-kaer gantañ, deus ar vro. Kalz plijadur ‘meump o klakenniñ, ha bep tro e teskan traoù gantañ. Kaer eo din, da vên ne gaver ket nemeur a dud eveltañ siwazh, ken yaouank ha ken desket war un dro.

Bremañ-souden oa o kontañ din ‘h ae da skol da Sant Eler, ur barrouz vihan vihan war ar maez. Eñ a oare galleg koulz ha brezhoneg pa oa arruet er skol en CP. Nebeutoc’h a “chañs” ‘na unan deus e gamaradoù, ha na oare ket ‘met brezhoneg. Moarvat e oa hennezh unan deus ar re diwezhañ ‘ba ‘r vro, aet da skol ‘ba penn-kentañ ar bloavezhioù 1970 hep goût tamm galleg ebet.

Penaos en em dibabe ar paour-kaezh bihan ‘ba ur c’hlas lec’h ne gomprene ket foeltr sort, ar skolaerez da gentañ ? Evel ur marmouz ‘vije eno, kollet-libr e-mesk tud ha bugale ha na gomprenent ket anezhañ. Bevañ a rae, e-unan er c’hlas, pezh ‘na bevet hom zud-kozh a rummad da rummad a-hed an XIXvet kantved. Memes tra ne vije ket pilet ha gwallgaset, evel oa bet moarvat tud e familh bet mouget dre nerzh ‘ba skol ar Republik araokañ. Goût a oare an holl dija d’ar c’houlz-se oa trec’het ar brezhoneg, da viken. Eñ neuze ‘vije  sellet evel ul loen gouez, ur paotr bihan diwezhat, ha truez a vije dioutañ kentoc’h evit kounnar.

Koulskoude, ne chome ket mouget an hini bihan-se. Komz a rae. Ne oare ket ‘met brezhoneg, met komz a rae avat. Darn a gomprene ‘ba ‘r c’hlas. E skolaerez ‘rae ket. Laket oa bet neuze e-kichen an hini ‘neus kontet din an istor, peogwir e oare hemañ brezhoneg koulz ha galleg. Hag e-giz-se ac’hanta, e tremene e devezh o c’houlenn gant e gamalad “P’ra ‘mañ ‘chaokañ  honn’zh aze ?”. Ha pa lâre traoù d’e skolaerez ‘vije egile o treiñ komzoù brezhonek ar bugel. Padet ‘na ar jeu-se ken oa kat da drailhañ un tamm galleg. Sell aze penaos e tremene an traoù c’hoazh er bloavezhioù 1970. Derc’hen a rae an deskadurezh-stad da frikañ ar vrezhonegerien vihan, betek ar re diwezhañ, restajoù bev ur gevredigezh vrezhonek o vont a-raok fonnus.

Si j’avais à donner un mot pour résumer l’histoire des Bas-Bretons dans l’école républicaine, ce serait “souffrances”. Beaucoup n’ont voulu voir, et persistent à ne vouloir voir, que la mission “émancipatrice”, voire même  “salvatrice” de l’instruction publique française. Mais que vaut-elle, leur émancipation, qui est passé par les brimades, les vexations et les humiliations, ou simplement le désarroi d’enfants complètement perdus dans une école qui jusqu’au bout aura nié leur langue, leur culture, et in fine leur personnalité même, comme dans l’anecdote que je raconte où ce gamin arrive au CP au début des années 1970 sans savoir un mot de français…

Advertisements

2 responses to “Kollet ‘ba skol ar Republik

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: