Ur sklaeriadenn

Teñval a-walc’h oa krog an amzer da vezañ dija pa ‘meus aretet an oto war vord an hent, tal-kichen ur c’hontainer war ar c’hampagn kostez Plouared. Bremañ-souden d’abardaez an hini oa. War vont da staotat e oan, pa ‘meus klevet un hopadenn. “Poubelle” ‘meus klevet e-mesk gerioù all ha na gleven ket da vên oan re bell. Tregont metr pelloc’h oa un den o komz din. Deus klevet anezhañ oa oadet un tamm, met ne welen ket sklaer tamm ebet. Tostaet oa din un tamm, met chomet oa war-hed taol memes tra. Hag un tamm kaozeadenn drol da gomañs en deñvalijenn :

“- Faut pas mettre de poubelle dans le container !

– Non, non, j’ai juste mis du papier.

– Ils pèsent les poubelles ici !

– Oh, mais le papier n’est pas bien lourd.

– ah ben non, faut pas venir déposer de poubelles ici

– oui, je comprends, mais j’ai juste mis du papier.

…”

Disfiz ‘na diouzhin, ha me ne oaren ket kaer penaos partiañ kuit. ‘Ma ket c’hoant e soñjche dezhañ oan ul laer pe un fri-lous bennak evel-se. Chomet e oamp un tamm o sellet an eil deus egile, hep lâret mann ebet, ugent metr etrezomp hep nemeur a sklaerijenn. Hag eñ da dostaat a-benn fin kont. Ha me da vont etrezek dezhañ ivez ha da lâret dezhañ :

“- Te oar brezhoneg ?

– Ya ‘vat ! me ne oaren ket galleg a-raok mont da skol ! me zo ganet tamm bihan pelloc’h aze e mil nav c’hant seizh ha tregont !

– Oc’hola, te zo kat da lâret ar bloaz out ganet en brezhoneg ?

– Dam ya ! […]”

Hag ac’hann hag aleshont… Krog oa an den kozh da chaokañ. Gant ma damm kaoz brezhonek kentañ ‘meus graet evel digeriñ un teñzor gant un alc’hwez.  Pegen kaer e vrezhoneg ! Minap e teue brav gantañ, distagellennet brav-kaer. N’onn ket pet ger ‘meus klevet gantañ, ha ‘ma ket bet klevet anezhe a-raok. Ha klakenn evel ur gegin, evel a lâr mamm-gozh. An amzer, brezel an Aljeri, hentoù ar Romaned, ar “rebouteuse”, ar c’hureed, an operasion ‘no prestig ‘ba Brest, ha me oar-me petra c’hoazh. Un hanter-eur en deñvalijenn o selaou anezhañ, war vord un hent. Ret eo bet din troc’hañ ar gaoz, diwezhat e oan, anez da se ‘nije derc’het da glakenniñ evit ma brasañ plijadur… Hag eñ da saludiñ ac’hanon evel-henn, en ur stardañ ma dorn :

“- Abardaevezh laouen dit !”

Goude ma n’eo ket anavezet ken ar ger “laouen” du-mañ ! Biskoazh kement-all !

Hennezh ‘vije mil-gontant o kontañ traoù en brezhoneg d’ar re yaouank, e vuhez da gentañ. Pa soñjan ‘ba ‘r pezh ‘neus kontet din, hep anavezout ac’hanon. Hag e vrezhoneg ma doue ! Manet eo c’hoazh ma genoù war c’hwec’h eur. Siwazh din, n’on ket e-sell da studiañ brezhoneg ar barrouz-se, a-hent-all ‘h ajen alies da welet anezhañ. Ha pet zo eveltañ en-dro dimp, prest da dremen un tamm amzer ha partajiñ o ouiziegezh war o yezh ? Kalz sur a-walc’h. Damen e vo ! Aze emañ ar brezhoneg. Keit e vo bev-mat evel-se vo ret dimp mont da glask anezhañ.

Daoust hag-eñ ‘mijemp klakennet evel-se en galleg ? Ne gred ket din ‘vat.  Moarvat ‘nije derc’het da gomz din deus ar c’hozh kontainer war vord an hent, deus al lastezioù a vez pouezet, ha me oar-me. Ha “Bonne soirée, au revoir” d’achuiñ, pemp munut goude. E-kichen, ar brezhoneg ‘neus torret libr an disfiz ‘na diouzhin. Ha laket e deod da vont en-dro. N’eo ket da se e servij dimp ar brezhoneg  bremañ ? Adskoulmañ darempredoù plijus, brav, etre ar rummadoù ? Kentoc’h evit tout ar c’hozh kaozioù a glever diwar-benn “pouez ekonomikel ar brezhoneg” ? Ar brezhoneg ne servija ket da vann ebet en deiz-ha-herie, ‘met da gaout plijadur. Ha se, ne vo den pe Stad kat da lemel anezhi dimp.

En deñvalijenn e oamp, met pebezh sklaeriadenn gaer.

 

 

C’est à une rencontre du “troisième type”, si je puis dire, qu’il m’a été tout à l’heure l’occasion d’être acteur. Il a suffit pour cela d’un arrêt fortuit près d’un container à ordures, au bord d’une route de campagne de Plouared. Un homme âgé m’interpelle, et s’ensuivent alors quelques minutes de dialogue décousu en français, dans la pénombre, à distance raisonnable l’un de l’autre. Puis l’homme se rapproche, et je lui lance alors un “te oar brezhoneg ?”. Du tac-au-tac il répond, dans un breton merveilleux, d’une richesse que je n’ai guère eu l’occasion d’entendre. Et il ne s’arrête plus. La météo, la guerre d’Algérie, les anciennes voies romaines, la rebouteuse, les curés, son opération à venir à Brest… Au bout d’une demi-heure de discussion dans l’obscurité,  je dois partir, avec regret. Et un peu abasourdi par la façon dont cet homme s’est ouvert à un inconnu. L’aurait-il fait en français ? J’ai la conviction que non. Sans doute aurait-il continué à m’invectiver (gentiment) à propos de “son container”, “des ordures qui y sont pesées”, etc., et nous serions-nous quittés rapidement par une banale formule de politesse…

Advertisements

7 responses to “Ur sklaeriadenn

  • Stefan Carpentier (@fanigallutun)

    Fentus ha plijus e oa da bennad betek da damm klozadur. Adskoulmañ (pe skoulmañ pa n’int ket bet skoulmet a-raok dre ret) darempredoù, anat eo. Ha dre m’eo yezh an darempredoù e tle bezañ frank ivez an den da gaozeal deus “pouez ekonomikel ar brezhoneg” pa gar. Ha tud zo o devez plijadur o lakaat ar gaoz war seurt traoù ivez. N’a ket a-enep da soñj eta.
    Souezhet a-walc’h ivez gant da boz : “Siwazh din, n’on ket e-sell da studiañ brezhoneg ar barrouz-se, a-hent-all ‘h ajen alies da welet anezhañ.” Mard eo ar brezhoneg yezh an darempredoù da gaout plijadur e c’hallfes ivez mont da welet ar paotr evit marvailhat hepken hep studial e yezh dre ret.

  • paotrgarz

    Rezon ‘teus aze. Re nebeud a amzer ‘mez evit mont da welet tud ma barrouz, ha studiañ da heul o brezhoneg dezhe, evel a garfen ober… Se zo kaoz ‘ma skrivet ar frazenn drol-se. Met gwir eo, mann ‘met evit marvailhiñ e talv boan, hag ec’h in da welet ar paotr ur wezh an amzer…

    “pouez ekonomikel ar brezhoneg”. Ne blij ket din kaozioù evel honnezh. Arru eo fae ganin e vije sellet deus kement tra dre e dalvoudegezh evit an ekonomiezh. Ar brezhoneg zo evel ur bern traoù all, traoù dister evit ar c’hapitalism, ha na dalvezont mann pe dost. Ma fell da dud zo komz deus se, ma keront. Me eo welloc’h din komz deus plijadur.

    • Stefan Carpentier (@fanigallutun)

      Ar pouez ekonomikel a vo pa vo lakaet ar yezh e kreiz ar jeu. Evit poent eo dister a-walc’h, gwir eo. Tud zo o deus kavet labour gras d’ar brezhoneg, ur bed ekonomikel bihan a zo.
      Me zo erru poazh ivez gant ar c’hlask gounit tud d’ar brezhoneg en ur lâret dezhe e vo desket saozneg aesoc’h gant o bugale. Eveldout emichañs e plijfe din e teskfe ar vugale brezhoneg peogwir eo brezhoneg.
      Komz deus plijadur a zo mat. Komz deus bevañ a zo tad. Ha bevañ a zo kement ha stourm war pep tachenn hervez poz ar Beizantez.

  • paotrgarz

    Ya, deskiñ brezhoneg evit ar brezhoneg. ‘Ba ar skolioù divyezhek ‘h omp pell deus se c’hoazh, siwazh.

    Pa vez goulet ganin da betra deskiñ brezhoneg e respontan daou dra :
    – da gaout plijadur oc’h implij gantañ
    – da wareziñ anezhañ (ar brezhoneg zo ur perzh deus ar glad “bev” ; ret eo gwareziñ anezhañ neuze). En galleg e lârfen zo “un impératif moral” aze.

  • Yann

    Woah, chañs teus bet aze, gwir eo vije ket bet ken drol chom da gaozeal deus pouezh ar boubelenn…

    Kaout plijadur, ya! Ar paotr-se oar c’hoari belote gav dit? ehehe.

  • paotrgarz

    Gant tud eveltañ ‘tez ket amzer da c’hoari belote, paotr kaezh 😉

  • Yann

    Dec’h barzh en Ploulec’h, tournamant belote, leun ar sal, brezhonegerien partout… Ha mump oa daou baotr yaouank mesk ar re gozh, Oaran ket pet “skleriadenn” meump bet aze! 😀

    Bon ale, trwalc’h gant ar c’hartoù, traoù nevez zo da lenn amañ deus pezh welan!

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: