Inadaptats

Kaeraat buhez ‘ba hom broioù pinvik : micherioù deus tout an dud, teknolojioù luc’hus, marc’hadourezhoù e-leizh, otoioù brav pe bravoc’h, paotred ha merc’hed tan enne gant an arvest diskwelet dezhe war ar skrammoù. Brav an traoù evit ar reoù a c’hone, evit ar reoù ‘da brav gante, evit ar reoù a c’hall ‘non dibab. Ur bed marvailhus evit an nen disi ha ‘vel ‘vez gleet : koant, skiant dezhañ, desket, fent gantañ, diluz, dorniet mat…

 

Met ur bed kri evit tout ar re ‘deus si mat ebet e-touez ar reoù a ranker kaout evit ‘non diskalafiñ : na braventez, na skiant, na deskamant, na diluziaj, na mann ebet… An dud mac’hagnet hag o familhoù a oar ervat pegen gaouiadez ha kalet eo ar gevredigezh vodern. Abaoe o ganedigezh ‘vezont dispartiet deus ar reoù all. An darn vrasañ dionte a chom koachet diwar lagadoù truezus an dud, ha se a-hed o buhez. N’eo ket trawalc’h dezhe bezañ derc’het en o c’horfoù, kondaonet int da vevañ kichen ur gevredigezh ha na lesk plas ebet dezhe.

 

Ken garv all eo evit an dud un tammig diwezhat, ar reoù a raer paour-kaezh tud, soded pe dioded dionte. Malet ‘vezont ‘ba bedig-bed ar skol da gentañ, ha peurdrailhet ‘ba bed al labour goude. Pet gwezh warn-ugent ‘deus klevet e-pad o amzer-skol n’int ket mat da vann ? Pet gwezh zo bet lâret dezhe oa dam dezhe ne oant ket kat da deskiñ evel ar reoù all ? E-giz-se ‘vez graet tud mil-malet en o fennoù hag a gaser goude da labourat evel e kaser moc’h da lazhañ.

 

Dibabet ‘vez ar vugale. Dibabet ‘vez ar grennarded washoc’h c’hoazh. Ha derc’hel ‘raer da dibab an dud en oad. Kevaeserezh zo pep lec’h, ‘ba ‘r skol kement ha war marc’had al labour. An eujenism sosial n’emañ ket pell war-lerc’h, ha kondaonet eo ar reoù wannañ da goll ‘ba ‘r redadeg sod-se a ren buhez an dud. Wazh-a-se evit ar reoù n’hallont ket ober deus ar bed garv-se. Pilet ha torpilet ‘vefont muioc’h c’hoazh ‘ba ur gevredigezh ha na ra ket fout dionte.

 

Bernioù tud ‘zo maez ar jeu evel-se. Tud dizesk, kollet, lazhet gant ar boan-spered. Nebeut a fiañs zo enne, ken nebeut all a istim zo gante. Bec’h ‘vez warne sul-gouel-bemdez pa ‘welont mat n’int ket deus ar gevredigezh ma vevont enni. Ar skol oa ur binijenn. Al labour a veuz anezhe. Tamm-ha-tamm ‘vezont dilesket ha disosializet, o-hunan alies hep bezañ kat da ‘non diskalafiñ ac’hane. A-benn ma vezer arru ‘ba ar stad-se, ‘vezer ket pell o ‘non lazhañ goude.

 

Arru zo ur bed trist war an douar.

 

Ras le bol de cette société de merde qui produit de l’exclusion et de la souffrance à la pelle. Ici en particulier, j’évoque le sort des inadaptés de la vie moderne. Ceux qui ne sont pas assez beaux, intelligents, sportifs, débrouillards, manuels… tous les non-conformes aux critères de réussite de la vie moderne et qui viennent gonfler les rangs des exclus sociaux.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: