Kenavo paotr

 

Bet eo an devezh-mañ unan deus ar re dristañ. Chomet e oan mantret daou viz ‘zo pa ‘ma goulet gantañ penaos oa e gont, hag eñ respont ac’hanon evel-henn en ur c’hoarzhin : “ar c’hrank zo ennon”. Ha herie ‘h on manet mantret un eil gwezh, pa ‘meus klevet ar c’heloù spontus. Aet eo. An Ankou ‘neus falc’het anezhañ war-lerc’h eizh miz stourm enep d’ar c’hleñved. Ne oa ket ‘met daou vloaz warn-ugent.

En em anavezet omp ‘ba Ai’ta!. Eñ oa ul lisead yaouank krog da deskiñ brezhoneg. Deut oa prim ha brav gantañ. ‘Na ket aon rak komz brezhoneg. Lorc’h oa ennañ kentoc’h. Mont a rae ivez da deskiñ yezh ar vro gant e amezeien gozh. Evit difenn Breizh oa tan ennañ, minapl ! Ur wezh ‘na kontet din oa o soñjal diskar an Triliv zo war iliz bras Lannuon. Bet e oa ‘ba Brest o studiañ ar brezhoneg er skol-veur, ha goude oa antreet ‘ba Kelenn e Kemper da vont da skolaer ‘ba Diwan. N’eus ket gallet achuiñ e stummadur.

 

N’hallen ket tremen hep rentañ homaj dezhañ.

Kenavo Geoffrey

Agur eta ohore !

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: