Hastomp buan

N’eus ket keit-se zo ‘h eo marvet un eontr kozh din. Arru e oa tost da gant vloaz. Betek ar fin ‘neus bevet gant e wreg en e venaj, war ar maez, hag alies ‘h aen da welet anezhe.  Mat e oa e damm gokenn c’hoazh, minabl. Soñj ‘na deus ur bern traoù. Ur blijadur e oa klevet anezhañ o komz deus e vuhez, al labour er menaj, al loened hag ar plantoù, ar brezel, kredennoù ar bobl… Kement a draoù a desken du-hont ken a raen “ma daou skolaer brezhonek” dioute. Ordin n’eus ket bet komzet  ‘met brezhoneg etreze. Stag e oant deus yezh ar vro, ha lorc’h oa enne ober skol d’unan yaouank evelton. Ha pegen brav o yezh dezhe, ma doue ! Geriennoù kozh, distagadurioù dic’hortoz, troioù-lâr, krenn-lârioù, fentigelloù, rimastelloù… bep tro oa fonnus an eost.

Aet eo d’an anaon. Achu eo ar c’haozeadennoù en-dro d’ur werennad win, deus taol pe war al leur, oc’h heoliañ. Aet eo, gantañ tout ar pezh a oare, gouiziegezh ur paour-kaezh menajer desket-kaer war e endro ha sevenadur dre-gomz e bobl. Ul “levraoueg vev” ‘meump kollet. Ha bep ma tremen an amzer e kollomp teñzorioù eveltañ. N ‘eus ket amzer da goll. En-dro dimp zo tud kozh-mat, n’eo ket sur e vefont aze a-benn dek vloaz ac’hann. Gant pep hini anezhe emañ teñzorioù bihan hon sevenadur-bobl. Gante emañ ton gwir ar brezhoneg hag ijin ar yezh. Emaint o c’hortoz ac’hanomp. Hastomp buan da vont davite, d’en em veskiñ, yaouank ha kozh, evit saovetaat ar muiañ ma c’hallomp.

Le décès récent d’un grand-oncle très âgé, chez qui j’allais régulièrement faire du collectage en breton, vient rappeler avec acuité dans quelle situation d’urgence nous sommes. Il y a encore de nombreux anciens autour nous, véritables mémoires vivantes de la culture de notre peuple. Ne perdons pas de temps, allons à leur encontre tant qu’ils sont là, recréons du lien et récoltons tout ce qui peut encore l’être de ce patrimoine oral. Il sera bientôt trop tard.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: