Derc’hen a ra ar stourm e Kernitron-al-Lann

 


Dimeurzh penn-sizhun oa en em gavet ouzhpenn 500 a CRSed hag a baotred Mari-Robin  evit hargas kement hini hag a stourm a-enep d’an danvez-aerborzh. Ha ne vez ket kollet amzer. Bezañ zo un toullad tier dispennet dija, ha prestik ne vo ti ebet ken en e sav e-lec’h vo savet an aerborzh. Pegement e kousta da Yann sitoian ? 500 000€ betek bremañ, hervez unan plaset-mat. Ha n’eo ket fin. Derc’hen a ra ar stourm a-enep da sorc’henn ar Sozialisted (ret eo lâret emaint tout a-du evit an aerborzh).  Tal-o-c’hichen ne glever ket ken Duflot hag he c’hensorted glaz, tapet berr int goude ‘devant embannet bezañ a-enep. Met se oa gwezhall ! N’eo ket ar wezh kentañ e vez tremenet lost al leue dre hon genoù.

 

Neuze e terc’h ar stourm eno. An degadoù a dud a oa en em staliet war dachenn an aerborzh evit labourat an douar hag enebiñ deus kirri-nij ar PS zo rekouret bremañ gant tud all deus tamm bihan pep lec’h.  Goude e vanka traoù dezhe (boued ha dilhad) e terc’hont penn bepred. Tier dilosket an deizioù a-raok zo bet addigoret. Ha kalz a vanifestadegoù skoazell a vez ‘ba bro Naoned hag e lec’h all. Dont a ra da soñj dimp ‘ba Plougoñ. Siwazh, dav eo lâret emañ an tu-kreñv gant Ayrault hag e lakizien. Ar galloud politikel kement hag an holl mediaoù zo dindannañ (klevet ‘peus-c’hwi komz deus stourm Kernitron ‘ba ‘r mediaou ?)… Bepred eo e vez diskwelet sklaer dezhe penaos ne vefont ket laosket da drailhañ hon bro evit o “c’hreskidigezh santel”.

 

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: