Komz brezhoneg d’e vugel

Kubchoù

Herie ‘meus c’hoant da lakat ar gaoz war ar pezh a vevan bemdez er gêr, komz brezhoneg deus ma bugel. Hemañ ‘neus arru daou vloaz ha pevar miz, hag er c’houlz-mañ e klakenn kalz. Chaokat a ra e c’henou ‘vat ! Ha brezhoneg a deu er-maez, koulz ha galleg.

Ne gaozean ket nemet brezhoneg dioutañ, forzh pelec’h e vefemp. E vamm-ioù-gozh ‘h eomp da welet bep sizhun, ha brezhoneg a vez eno ivez. Ti e vagerez e klev brezhoneg alies a-walc’h ivez, pa ‘vez deut endro deus e labour den an ti. Ha gwezh-ha-gwezh-all e tigasan anezhañ ganin da di brezhonegerien gozh, da dremen un tamm goude-merenn… Evel-se ac’hanta, e vez brezhoneg endro dezhañ, gant meur a den ouzhpenn. Ha brezhoneg mat.

Kalz muioc’h a c’halleg a vez evel-just : ar vamm, ar familh, ar vagerez, ar vugale all… Dam da se ‘neus ar brezhoneg un tamm dilerc’h abaoe ar penn-kentañ. E frazennoù kentañ oa en galleg, en brezhoneg zo deut reoù un nebeud sizhunvezhioù war-lerc’h. N’eus ket pell oa krog da lâret “oui” (“non” ha “nann” zo arru un tamm ‘zo dija, n’on ket kaer petra zo kaoz 😉 ). E-pad ur sizhunvezh pe div ‘neva respontet “oui” din pa c’hoûlen traoù gantañ. Bep tro e lâren “ya” war-e-lerc’h, a-wezhioù div pe deir gwezh diouzhtu. Ha prim a-walc’h eo en em laket da respont “ya” din, d’an taol kentañ.

Me a soñj din zo ur reolenn da dennañ deus se. Bep tro e lâr traoù en galleg din, ec’h adlâran war-e-lerc’h ar pezh emañ o paouez lâret. Ha lakat a ran anezhañ da lâret bern gerioù, pe tammoù frazennoù, war-ma-lerc’h. Leskel a ran anezhañ da gomz en galleg, met digas a ran dezhañ kenkent ar brezhoneg… ha lakat a ran anezhañ da gomz brezhoneg. Ma dap ar pleg-se en bihan ‘mo gounezet ur stourm (goût a oaran vo un toullad reoù all, diaesoc’h sur a-walc’h, evit ma derc’hfe d’e vrezhoneg). Gwelet ‘vo !

Ar pezh a souezh ac’hanon bremañ eo gwelet anezhañ oc’h implij an eil yezh pe eben… deus an hini zo e-fas dezhañ. Ur wezh ‘neva lâret lodennoù ar penn (“bouche”, “nez”, “yeux”, hag all), en galleg, en ur diskwel anezhe war penn e vamm, ha graet memes tra da heul en brezhoneg en ur diskwel ma bisaj. Pa lâr d’he mamm “gros dodo”, e lâr din “pezh kousk”. Ha muioc’h a draoù evel-se bemdez. Krog eo da dremen deus an eil yezh d’eben, ha ne soñje ket din e teufe ken abred-se.

Sell aze, plijadurioù bihan ar pemdez gant ur bugel divyezhek !

Le développement du bilinguisme chez mon jeune enfant… une aventure quotidienne et une expérience fantastique  !

Advertisements

18 responses to “Komz brezhoneg d’e vugel

  • Stefan Carpentier (@hunvreour)

    Chañs ‘teus. N’eo ket ken aes se pa vever e Breizh-Uhel ha

  • Stefan Carpentier (@hunvreour)

    (chaous! aet ma bizied buanoc’h evit ma soñj) … den ebet er familh hag a oar brezhoneg. Kement-se lâret e welan (“e klevan” a vefe reishoc’h) mat pegen disheñvel e c’hall bezañ eus ur bugel d’unan all. Ma mab (18 miz) a zistrip gerioù galleg ha brezhoneg hep soñjal pelloc’h, tra ma oa diaes-bras dija gant ma merc’h d’ar memes oad, ober dezhi adlâret traoù en brezhoneg.

    • paotrgarz

      Interesant a gavan ar pezh a lârez. Souezhet on un tamm n’houle ket da verc’h lâret geriennoù brezhonek, hag hi ken bihan-se. Kement a vrezhoneg ‘deus klevet evel da vab ? Marteze en em dibabez gwelloc’h gant an eil, diwar ar pezh ‘teus bevet gant an hini gentañ ?

      • Stefan Carpentier (@hunvreour)

        Ne ran ket. Adal ma oa ma merc’h e kof he mamm em eus komzet brezhoneg outi. Sklaer eo ar reolenn er gêr: brezhoneg ganin ha galleg gant ar vamm.
        Ne cheñchan ket yezh pa vezomp gant mignoned pe gant ar familh. Lezel a ran ma merc’h da zisplegañ ar pezh am eus lâret dezhi, mar fell dezhi. Treiñ a ran mar bez goulennet diganin ober gant an dud tro-dro.
        Ha ne ran van eus ar re n’int ket seven a-walc’h evit goulenn prop. Pa glevan “Pourquoi tu lui parles cette langue barbare, on comprends rien?” e tisplegan sioul eo ma yezh ha mat pell zo. Ne cheñchan ket yezh evit ober plijadur da dud n’o deus tamm doujañs ebet ouzh ar brezhoneg nag ouzh ma doare da zesevel ma bugale.

      • paotrgarz

        N’eus bet hini ebet c’hoazh o klask jeu diouzhin dam da se. Un dro bennak vo, sur ! Evit poent eo ar c’hontrefed. Alies-mat e teu tud da welet ac’hanon da doullañ kaoz, er stalioù pe lec’h all, da lâret din e kavont brav klevet un tad o kaozeal brezhoneg ouzh e vab… bern traoù ‘mefe da gontañ !

      • blam

        Je me joins aux gens que vous rencontrez: je trouve très bien que vous transmettiez le breton à vos enfants!

        Je mets ici le témoignage entendu à la radio que j’avais trouvé intéressant. De quelqu’un qui a toujours parlé breton à ses enfants (leur mère leur parlant en français): “Ar vugale etrehe e viche galleg memestra, e-pad pell. Me meus ket chikan’t anehe peogwir e kaozeent galleg; kava a ran ze sod. Ret e leuskel anehe da vond en un doare naturel. Ha breman ‘benn ar fin n’eo ket ‘met brezhoneg ken gante, etrehe.” (on me pardonnera les fautes, mes parents ne m’ont jamais parlé breton quand j’étais gosse)

      • paotrgarz

        Trugarez ! Et votre breton écrit n’est pas mal du tout, tout à fait compréhensible en tout cas !

        Je n’interdirai pas non plus à mes enfants de parler français entre eux. Alors, si j’arrive à faire en sorte qu’ils utilisent le breton entre eux en fin de compte, ce sera une belle victoire. Le cas de figure que vous décrivez est tellement rare !

  • Fulup Jakez

    Ya, div yezh oa ganin er gêr ivez, spagnoleg gant ar vamm ha brezhoneg ganin. Hag e troen tout an traoù d’ar vugale ivez. Memes pa gomze ar vamm spagnoleg e troen e brezhoneg war-lerc’h, kement ha derc’hel an div yezh a-live. Ar pezh a gont eo degas mat en eil yezh ar gerioù desket er yezh kentañ evit ma ne vefe re vras digempouez etrezo. Ur souezh eo gwelet pegen barrek eo ar vugale da zeskiñ. Plijadur deoc’h.

    • paotrgarz

      Trugarez !
      Aze emañ an dalc’h ya, a soñj din. Degas d’ar bugel diouzhtu, en bihan, ar pezh ‘no ezhomm evit kaozeal prestik goude. Adlâret en brezhoneg war-lerc’h ar vamm, dam dezhañ da glevet an aliesañ ma c’hall ar gerioù hag ar frazennoù a implijo d’e dro. Ober a ran se un tamm dija. Gleout a rafen ober muioc’h c’hoazh.

      Bepred eo, ober a ra frazennoù en brezhoneg (tamm mat nebeutoc’h evit en galleg, met n’eo ket strikt) !

  • Yann

    Daou vloaz ha pevar miz, deja? Fidamdoule! Tremen ‘ra an amzer…
    Me zo nec’het tamm bihan pa nom c’houlan: e peseurt yezh vo komzet pa vefomp hon zri, me, ar vamm, ar bugel? Ma vez galleg gant ar vamm ha brezhoneg gant an tad, peseurt yezh vo hini ar familh? Galleg moarvat… Penaos ober neuze, cheñch yezh ur wech eo aet ar vamm kuit? Se zo drol. Petra soñjez te?
    Hag un dra bennak all: e peseurt skol emañ da vugel? Pa lârez vez klevet brezhoneg mat gantañ, teus ket aon deus skolioù zo, pe skolaerien zo?

    • paotrgarz

      ‘H an da respont d’az koulenn diwezhañ. N’a ket d’ar skol c’hoazh, ha n’on ket preset-kaer ‘h afe 😉 . Rak gwir eo ‘h on nec’het un tamm gant ar pezh a glevo er skol. Pa vo krog da vont e rin tri dra :
      1/ esplikañ hag adesplikañ dezhañ emañ o vont da glevet ur stumm all da gomz er skol, ha n’eo ket dre-ret an hini wellañ 2/ distrompañ anezhañ pa vo ezhomm 3/ kempouezañ ar muiañ ma c’hallan o lakaat anezhañ da gomz gant brezhonegerien ‘deus desket o yezh war barlenn o mamm.

      Evit da c’houlennoù kentañ ‘meus respontoù mat a-walc’h, a soñj din. Din-me, ‘teus ket da gaozeal galleg outañ. Ur reolenn an hini vo, brezhoneg ordin ha partout gant da vugale. Ar brezhoneg a renko bezañ ho yezh nemeti. Sklaeroc’h vo d’az pugale, ha se a vroudo anezhe da gomz brezhoneg primoc’h. E-kichen ma gomzez galleg oute a-wezhioù e vefont muioc’h techet da chom gant ar galleg. Evel-se ac’hanta e vo estroc’h evit ur yezh er familh, bezañ vo div. Du-mañ e vez galleg ha brezhoneg ouzh taol. Galleg ouzh ma batronez ha brezhoneg ouzh an hini bihan. Eñ a respont din en brezhoneg hag en galleg d’e vamm. Ha gant e vamm e vez galleg evel-just, ha gwezh-ha-gwezh-all un tamm ger brezhonek bennak. Fentus eo da welet !

      • Yann

        Pezh ra aon din tamm bihan eo bezañ an inosant e kaozeal brezhoneg pa vez galleg gant tout an dud tro-dro 😀 N’eo ket ur blijadur bomdez meus aon, startoc’h eo vit pezh lârer pa vez ket brezhoneg ba’r familh tamm ebet.
        Ha pa soñjan ba “yezh ar familh” nom lâran eo aes marteze e-penn-kentañ, met pa vo 15 vloaz lakomp ha pa vefet e kaozeal deus politik pe deus oaran ket deus petra, traoù spis… Vo ket un torr-revr kaout div yezh war an dro, cheñch ordin, ha tout? N’on ket. Marteze eo aesoc’h vit pezh soñjan.
        Aon meus ivez da goll traoù, gerioù, troiennoù, vez lâret ba ma familh pa vezomp tout asambles gant ma breur ha c’hoarezed ha vin ket kap da reiñ da ma bugale ma ‘an e brezhoneg gante.

        Setu blam da betra on ken intereset o welet penaos ‘mañ ti ar re all, me gav diaes choazh un hent pe un hent all, diestaerioù a-bep tu!

      • paotrgarz

        Gwir eo, n’eo ket ken aezet-se kaozeal brezhoneg e-mesk tud all, herie an deiz. Dav eo bezañ kalet e benn peogwir e oarer emañ selloù an dud all warnout (hep komz deus petra emaint o soñjal…). Un tamm bihan nec’het on bet a-wezhioù, met bepred ‘meus derc’het gant ma reolenn, brezhoneg partout e-mesk forzh piv. Hag en em gustumiñ a ran. Ar gwezhioù kentañ ‘ba ‘r familh zo bet drol, gwir eo, met goude ‘h ez dezhi hep soñjal nemeur ken.
        Pa ‘no 15 vloaz, feiz… goût a oaran dija e kaozein galleg dioutañ war sujedoù zo (politik ha me oar) peogwir vo re verr ma vrezhoneg. Emichañs ‘mo reusiset dija war un dachenn all : ober deus ar brezhoneg yezh hon darempredoù. Tremen deus an eil yezh d’eben n’eo ket spontus ma ‘meus goneet an diazez-se.
        Evit galleg ar familh, ne oaran ket kaer. Ganin vo un tamm bihan memes tra gant gallaoueg ma zad, ha ‘mefe c’hoant da deskiñ tamm d’am vugale. ‘Meus aon vo profitet deus ar predoù familh evit se, met petra derc’ho soñj ? n’on ket.

  • Fulup

    Ya, arabat cheñch yezh gwech ebet gant e vugale. Ar re-se o deus ezhomm traoù stabil. Ma krogit da cheñch yezh eo echu war-lerc’h, trec’h e vo ar galleg. C’hwi a gomzo brezhoneg ha respontet e vo deoc’h e galleg. Padal, ma talc’hit mat d’ho yezh, ma roit d’ho pugale ingal ar gerioù a vank dezho evit en em zibab kement-ha kement en div yezh e teskot dezho karout o yezh ha dispakañ o soñjoù plaen en div yezh. Un dra zo on nec’het gantañ er pezh am eus lennet aze. Ar soñj displegañ d’ar vugale eo fall ar yezh a glevint er skol. Ar vugale ne glevont ket ar fazioù eveldoc’h, ar pezh a gont evito eo an endro bevañ m’emaint. Ezhomm o devez ar vugale e vefe kadarnaet er gêr ar pezh a vevont er skol bemdez. Bed ar vugale eo ar skol. Ma tiskarit ar skol hag ar gelennerien er gêr e tiskarot ivez ar pezh a fell deoc’h ober a-benn ar fin. Re vihan eo enezenn ar familh evit derc’hel ur yezh, pe neuze e vo dalc’het hepken evel ma vez dalc’het gant estrañjourien a dreuzkas o yezh d’o bugale. Gouzout a raio ar vugale ar yezh met ne raint ket ganti er-maez eus an ti. Ret eo ober gant ar gevredigezh vrezhonek evel m’emañ, ur gevredigezh enni tud a gomz mat ha lod all, na gomzont ket ken mat, daoust dezho bezañ kelennerien a-wechoù. Ar skol zo ur benveg pouezus-tre evit ma kompreno ho pugale e kinnigit dezho un hent zo un hent a dalvez evit ar vugale all ivez. Gant ar skol eo e kompren ar vugale n’int ket loened iskis, ar re nemeto war an douar oc’h ober gant ur yezh n’eo ket karet gant den ebet all tro-dro dezho. Setu, arabat diskar brezhoneg ar skol me a soñj, met tapit mat ar pleg da zivankañ ho pugale evit ma teskfent distripañ brezhoneg flour hag evit ma ouifent petra eo brezhoneg reizh ha petra eo brezhoneg treuflez. Kalon deoc’h.

    • paotrgarz

      Ac’hanta, ‘ma ket gwelet an traoù evel-se, gwir eo. Kompren a ran zo d’ober diwall, nompas diskar re ar skol.

      Ar pezh a zo, pa ‘h aio er gêr o lâret din : “n’eo ket evel-se e vez lâret ar ger-mañ-ger”… se na ra ket plijadur d’an nen ! Lârout a rin dezhañ zo daou stumm, pe meur a hini memes, da lâret an traoù en brezhoneg. Hep lâret pehini zo welloc’h. Esa a rin hentañ anezhañ etreneg stumm ar vro bepred, sur eo.

  • Sandrig

    Salud deoc’h,
    du-mañ e reomp evel e ti Fulup, da lavaret eo brezhoneg gant an tad ha spagnoleg gant ar vamm. Ha galleg etrezomp, avat. Pezh ‘zo, n’emaomp ket e Breizh, met e Bro-C’hall. Skol Diwan ebet, roud ebet eus gerioù brezhonek… Marteze ne chomimp ket a-hed ar vuhez, met evel-se eo, un tamm diaesoc’h e vo. Ouzhpenn-se, n’em eus em familh den ebet hag a ouife ar brezhoneg, na ma mamm, na ma mamm-gozh zoken (e Kemper ne veze ket brezhoneg gant an holl en he rummad siwazh).
    Miz warn-ugent eo hor merc’hig bremañ, ha splann eo e kompren mat-tre ar brezhoneg hag ar spagnoleg. N’on ket sur evit ar galleg, met klevet a ra kalz ar yezh-se ivez, evel-just. Dispakañ a ra gerioù, pe trouzioù kentoc’h, levezonet gant ar spagnoleg pe gant ar brezhoneg ivez, evel “ti”, “ya”, “muioc’h”, “loar”, “ki” hag all… Plijus-kenañ eo c’hoari gant an div yezh!

    • paotrgarz

      ‘Peus ket da gaout aon evit ar galleg… abred pe diwezhat ‘vo soubet e-barzh !

      Evit ar brezhoneg ‘vat, pell deus Breizh, un afer all vo. Dav vo dit kaozeal evit daou, dit da digas dezhi ar muiañ a vrezhoneg ma c’hallez. Petra ober a-hent-all, n’on ket kaer….

      Kalon ‘teus bepred. Derc’h da grog !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: