Komz brezhoneg d’e vugel (2)

Branskellerez

Ale ‘ta, ‘h an da lâret deoc’h penaos emañ kont ‘ba gêr gant brezhoneg an hini bihan !

Daou vloaz hanter, hennezh zo un oad diaes. N’eo ket aezet dont a-benn dioutañ bemdez, an itev-se ! Hag evit ar pezh a sell ar brezhoneg, feiz, n’a ket kaer war-raok. Pas evel ‘h ae n’eus ket keit-se zo bepred. Pell alese !

Ar paotr bihan ‘neus arru komprenet un toullad traoù. En em rentet eo kont (a soñj din, kar ne lâra ket evel-just) e oara tout an dud galleg en-dro dezhañ. Me da gomañs, da vên e klev ac’hanon kaozeal galleg gant bern tud. Memes tra gant e vamm-ioù-gozh, a gaoze dioutañ en brezhoneg, met galleg gant ar reoù na oaront ket. Evel-se ac’hanta ‘neus komprenet eo barrek neb a gomz brezhoneg da gaozeal galleg ivez. Ar c’hontrefed n’eo ket gwir tamm ebet han-se. Hag ar vugale all ‘ta ! D’e oad ‘h aer da heul ar reoù all, ha peogwir n’eus ket nemet galleg gante…

Dam da se a gav din ‘neus tapet e vrezhoneg un tamm mat a dilerc’h. En galleg an hini ‘h a war-raok. Sevel a ra e frazennoù en galleg, deskiñ a ra kazi tout e c’herioù nevez er yezh-se ivez. Ar gwashañ eo klevet anezhañ o lâret traoù din en galleg hag-eñ e vezent lâret en brezhoneg daou viz a-raok. Alies bremañ e klevan anezhañ o tislâret ac’hanon. Pa lâran dezhañ un anv brezhonek deus un dra hag a anavez en galleg dija e lâro din “non, c’est pas ça !”. Ha n’houla ket lâret war-ma-lerc’h an anv brezhonek… Fidedoue ‘vat, arru eo start ar jeu.

Un tamm dipitet on, met diskourajet n’on ket ‘vat. Soñjal a ra ganin n’eo ket nemet ul lajad, hag e tremeno dezhañ. Gwelet ‘vo !

Advertisements

5 responses to “Komz brezhoneg d’e vugel (2)

  • Yann

    Feiz, dipitus eo, sur! Meus aon eo arabat leuskel ‘nezhañ kaozeal galleg diouzhit. N’on ket penaos ober, met… Ma nom sil ar galleg entrezoc’h dija, d’an oad-se! Penaos c’hellfet dont war ho kiz war-lerc’h? Kouraj dit, bepred!

  • gasteiztar

    Ya n’eo ket aeset gout petra o’r, me welan ket kaer petra c’hallez o’r ouzhpenn… Ken beuzet omp gant ar galleg n’eus ket voien da stourm enep kement-se. Hag ouzhpenn, ken nebeut a dud a sav o bugale en brezhoneg eo start gout penaos man kont ti ar re all ha penaos reont, ti ar re n’eus ket ‘met un’ komz brezhoneg, ti ar re gomz an daou, ti ar re zo un tamm mat a brezhoneg en dro dezhe, ti ar re zo un tele, ti ar re n’eus ket…

  • gwenn

    Lakait bec’h ! Sur n’eo ket aes, met c’whi eo a zo mestr en ti ! Deoc’h da lakaat da bennreolenn e rank neb a oar brezhoneg mont e brezhoneg get ar re a oar brezhoneg ! Evit-se e ranko kompren ne c’hell ket komz galleg deoc’h, (betek gober skouarn bouzar pa gomz galleg), ha roit kalon dezhañ pa vez o komz brav brezhoneg, gober gourc’hemennoù dezhañ… Aes eo lâret, ma hini bihan a zo 6 miz hepken, tad ha mamm o komz brezhoneg hepken er ger, skinweller ebet… met diskouezit dezhañ ‘ta piv eo an hini pennekañ ‘barzh ger !

  • trapikellour

    Sur a-walc’h eh eus moaiand da dalañ doc’h ar gudenn-se ! Penaos bennak vez graet ba’r skolioù dre soubidigezh ? Komz a ran aze ag un teir skol Diwan bennak el-rezon, pas ket muioc’h ! Lakaet vez e pleustr AR REOLENN : komzet vez brezhoneg ha brezhoneg hepken get ar re a ouia brezhoneg !!! ‘tal ket ‘boan klask pemp troad d’ar maout, a-ziàr ‘pezh peus lâret (soubet get ar galleg, galleg get rac’h ar vrezhonegerion …) ne choma ket ken ‘met ur redi a c’hellehe lakaat ar vugale d’ober get ar brezhoneg. Degas c’hoant, plijadur pe ne ouian ket c’hoazh … kollet eo, e galleg vo gwelloc’h ne vern penaos.
    Perak e vez lâret “trugarez” get ar vugale pa vez roet udb dezhe ! Kar rediet vezont ! Ha n’eo ket ‘met pa vezont brasoc’h e hellont kompren emañ ur reolenn daremprediñ da ziskoiñ un doujañs bennak. Mem tra get ar brezhoneg (ha komz a ran get skiant prenet) : pa vezont bihan, nemet un dra d’ober, ar reolenn : ne vez ket reskontet d’ur c’hrouadur a c’hallega. Ne vez ket “goulennet” get ur c’hrouadur lâret un dra e brezhoneg àr-hor-lerc’h, er rediet vez. Stel rac’h ar reolennoù ‘benn ar fin. A-benn un nebeut blezadoù e vo cheñchet penn d’ar vazh getoñ : lorc’h vo ennoñ gouiet brezhoneg (ha brezhoneg jaojapl ma vez pouezet adal ar penn kentañ) ha komz brezhoneg get e dad. Mes èl-rezon, pa lâran “reolenn” e talv ne FAOTA KET degemer un dra arall. C’hwi eo a ra gouel Mikael ! Taer zo didalvoud, splann ‘vat zo doc’hpenn ret ! Gober gourc’hemennoù dezhañ zo ret ivez seul taol ma lâra un dra BRAV e brezhoneg (komz “brezhoneg” zo ur redi, normal eo heuliañ ur redi). Afer o deus ar vugale gober plijadur d’ar re vras : lâret dezhañ eh eus lorc’h ennoc’h getoñ (mar bez brezhoneg kenetrezoc’h).
    Kalon deoc’h

  • gasteiztar

    Ma vez savet ur reolenn, an hini oar ket brezhoneg a c’hall lakaat ar bugel da sentin ivez “maman/papa a parlé en brezhoneg il faut lui répondre en brezhoneg”. Evit ar reolennoù all (pas rein un taol troad d’ar c’hazh…) man giz-se. Daoust hag en vo komprenet gant ar bugel? Bezan rediet en galleg da respont en brezhoneg??

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: