Tag Archives: bugel

Komz brezhoneg d’e vugel (3)

Spot

 

E miz eost er bloaz tremen ‘ma skrivet ar wezh diwezhañ diwar-benn brezhoneg ma mab. Interesant eo sevel ar gaoz war se seizh miz goude.

 

An dro diwezhañ e konten ‘nea e vrezhoneg souzet a-dreñv un tamm mat. Derc’het ‘ma penn bepred : brezhoneg ordin dioutañ. Ha komanset oan da c’houlenn bep tro gantañ respont en brezhoneg din. “Lâr se en brezhoneg ‘ta!”, pa ouien a-walc’h oa kat d’ober e frazenn en brezhoneg, pe “n’eo ket evel-se e vez lâret en brezhoneg” pa responte “oui” din. Ha feiz, ar paotr bihan ‘neus kemeret prim ar pleg da gomz din en brezhoneg. Ma ne veze ket deus an taol kentañ, e veze deus an eil da vihannañ. Gant-se, abaoe tri pe bevar miz eo en em lakeet da gomz brezhoneg diouzhin. Bremañ n’eus ket nemet brezhoneg etrezomp koulz lâret.

 

Ur cheñchamant all zo degouezhet nevez zo. Krog eo da gomz brezhoneg d’an dud all, ar pezh na rae ket a-raok tamm ebet. Bet eo ur pennad o kaozeal brezhoneg diouzhin, ha galleg da toud ar reoù all, na posubl e vefent brezhonegerien. Abaoe ur sizhun, n’on ket kaer petra zo tremenet en e benn, e kaoze brezhoneg deus ar vrezhonegerien. E vamm-ioù-gozh, kamaradoù e dad bet er gêr… kontañ kaozioù a ra en brezhoneg, ha derc’hen a ra gant ar yezh-se. Ha latennet-mat eo ! Stad zo ‘ba e dad, me lâr deoc’h.

 

Ha kavout a ran eo pinvidik e damm brezhoneg d’e oad (3 bloaz ha 2 viz). Arruout a ra d’implij ‘ba e frazennoù stagelloù evel “peogwir”, “goude” ha “pa”, en dibab a ra mat gant ar stumm “meus” “teus” “neus” “on” “out” “emañ”, dispartiañ a ra ervat “din” ha “dit”, “ganin” ha “ganit”, anavezout a ra ar raganvioù “me” “te” “hemañ” “hennezh” “nimp”… Dija eo kat da lâret bern traoù, ha barrek da derc’hen gant e gaoz ur pennad-brav hep tremen d’ar galleg. Fentus eo gwelet anezhañ o kemer poan o sevel e frazennoù, o klask geriennoù brezhonek…

 

Peseurt kentel zo da dennañ deus se ? D’ar skol vrezhoneg ‘h a abaoe miz gwengolo, ha ‘meus aon on bet rekouret ganti. Start eo lâret betek petore poent ‘vat. Dam da se moarvat eo bet kempouezet an div yezh, ha se ‘neus sikouret anezhañ da dispakañ yezh e dad. Er gêr bepred ‘meus derc’het warnañ, ha ‘meus ket lesket anezhañ da respont en galleg din. Bep tro ‘meus goulet e respontfe din en brezhoneg. Nemet ha vefe traoù dibosubl dezhañ da lâret er yezh-se.

 

Da heul ar gaoz oa bet amañ warlene, n’on ket hag-eñ e c’haller komz deus ur “redi” gant ar pezh a ran-me. N’on ket pell avat, da vên ne leskan ket ar galleg kemer plas en hon darempred. Met n’on ket e-barzh ar jeu-se da vat ivez. Feiz, ‘meus ket ar santimant “oblijañ” anezhañ. Chom a ran gant ar “goulenn”. Daoust hag-eñ zo afer d’ober plijadur d’e dad ? Marteze zo bet un tamm, met me a gav din zo estroc’h evit se bremañ. Ret eo lâret e tremenan amzer gantañ ha plijadur a gemeromp hon-daou : c’hoari evel-just, keginañ, ober livaj, bale, c’hoari margodennoù, hag un istor pe div a-raok menel kousket… Bevañ a-bep-sort traoù en brezhoneg kwida, dezhañ da vezañ (kazi) ken naturel hag ar galleg.

 

Bremañ eo lañset mat evit un toullad bloavezhioù. Sañset !

 

 


Komz brezhoneg d’e vugel (2)

Branskellerez

Ale ‘ta, ‘h an da lâret deoc’h penaos emañ kont ‘ba gêr gant brezhoneg an hini bihan !

Daou vloaz hanter, hennezh zo un oad diaes. N’eo ket aezet dont a-benn dioutañ bemdez, an itev-se ! Hag evit ar pezh a sell ar brezhoneg, feiz, n’a ket kaer war-raok. Pas evel ‘h ae n’eus ket keit-se zo bepred. Pell alese !

Ar paotr bihan ‘neus arru komprenet un toullad traoù. En em rentet eo kont (a soñj din, kar ne lâra ket evel-just) e oara tout an dud galleg en-dro dezhañ. Me da gomañs, da vên e klev ac’hanon kaozeal galleg gant bern tud. Memes tra gant e vamm-ioù-gozh, a gaoze dioutañ en brezhoneg, met galleg gant ar reoù na oaront ket. Evel-se ac’hanta ‘neus komprenet eo barrek neb a gomz brezhoneg da gaozeal galleg ivez. Ar c’hontrefed n’eo ket gwir tamm ebet han-se. Hag ar vugale all ‘ta ! D’e oad ‘h aer da heul ar reoù all, ha peogwir n’eus ket nemet galleg gante…

Dam da se a gav din ‘neus tapet e vrezhoneg un tamm mat a dilerc’h. En galleg an hini ‘h a war-raok. Sevel a ra e frazennoù en galleg, deskiñ a ra kazi tout e c’herioù nevez er yezh-se ivez. Ar gwashañ eo klevet anezhañ o lâret traoù din en galleg hag-eñ e vezent lâret en brezhoneg daou viz a-raok. Alies bremañ e klevan anezhañ o tislâret ac’hanon. Pa lâran dezhañ un anv brezhonek deus un dra hag a anavez en galleg dija e lâro din “non, c’est pas ça !”. Ha n’houla ket lâret war-ma-lerc’h an anv brezhonek… Fidedoue ‘vat, arru eo start ar jeu.

Un tamm dipitet on, met diskourajet n’on ket ‘vat. Soñjal a ra ganin n’eo ket nemet ul lajad, hag e tremeno dezhañ. Gwelet ‘vo !


Komz brezhoneg d’e vugel

Kubchoù

Herie ‘meus c’hoant da lakat ar gaoz war ar pezh a vevan bemdez er gêr, komz brezhoneg deus ma bugel. Hemañ ‘neus arru daou vloaz ha pevar miz, hag er c’houlz-mañ e klakenn kalz. Chaokat a ra e c’henou ‘vat ! Ha brezhoneg a deu er-maez, koulz ha galleg.

Ne gaozean ket nemet brezhoneg dioutañ, forzh pelec’h e vefemp. E vamm-ioù-gozh ‘h eomp da welet bep sizhun, ha brezhoneg a vez eno ivez. Ti e vagerez e klev brezhoneg alies a-walc’h ivez, pa ‘vez deut endro deus e labour den an ti. Ha gwezh-ha-gwezh-all e tigasan anezhañ ganin da di brezhonegerien gozh, da dremen un tamm goude-merenn… Evel-se ac’hanta, e vez brezhoneg endro dezhañ, gant meur a den ouzhpenn. Ha brezhoneg mat.

Kalz muioc’h a c’halleg a vez evel-just : ar vamm, ar familh, ar vagerez, ar vugale all… Dam da se ‘neus ar brezhoneg un tamm dilerc’h abaoe ar penn-kentañ. E frazennoù kentañ oa en galleg, en brezhoneg zo deut reoù un nebeud sizhunvezhioù war-lerc’h. N’eus ket pell oa krog da lâret “oui” (“non” ha “nann” zo arru un tamm ‘zo dija, n’on ket kaer petra zo kaoz 😉 ). E-pad ur sizhunvezh pe div ‘neva respontet “oui” din pa c’hoûlen traoù gantañ. Bep tro e lâren “ya” war-e-lerc’h, a-wezhioù div pe deir gwezh diouzhtu. Ha prim a-walc’h eo en em laket da respont “ya” din, d’an taol kentañ.

Me a soñj din zo ur reolenn da dennañ deus se. Bep tro e lâr traoù en galleg din, ec’h adlâran war-e-lerc’h ar pezh emañ o paouez lâret. Ha lakat a ran anezhañ da lâret bern gerioù, pe tammoù frazennoù, war-ma-lerc’h. Leskel a ran anezhañ da gomz en galleg, met digas a ran dezhañ kenkent ar brezhoneg… ha lakat a ran anezhañ da gomz brezhoneg. Ma dap ar pleg-se en bihan ‘mo gounezet ur stourm (goût a oaran vo un toullad reoù all, diaesoc’h sur a-walc’h, evit ma derc’hfe d’e vrezhoneg). Gwelet ‘vo !

Ar pezh a souezh ac’hanon bremañ eo gwelet anezhañ oc’h implij an eil yezh pe eben… deus an hini zo e-fas dezhañ. Ur wezh ‘neva lâret lodennoù ar penn (“bouche”, “nez”, “yeux”, hag all), en galleg, en ur diskwel anezhe war penn e vamm, ha graet memes tra da heul en brezhoneg en ur diskwel ma bisaj. Pa lâr d’he mamm “gros dodo”, e lâr din “pezh kousk”. Ha muioc’h a draoù evel-se bemdez. Krog eo da dremen deus an eil yezh d’eben, ha ne soñje ket din e teufe ken abred-se.

Sell aze, plijadurioù bihan ar pemdez gant ur bugel divyezhek !

Le développement du bilinguisme chez mon jeune enfant… une aventure quotidienne et une expérience fantastique  !