Tag Archives: Frañs

Trouz an noz : Unan all

Trawalc’h a gozh kaozioù. Arru eo poent selaou un tamm sonerezh, mat mar plij ha gant skeudennoù da heul. Ar strollad Trouz an Noz an hini eo. Emichañs e rey plijadur deoc’h. Din-me ra bepred !

Advertisements

Bro-C’hall o verviñ

War greñvaat ha war galetaat ‘h a ar manifestategoù enep da reform ar retret. Well-a-se. Amzer zo bet e’mm, met n’eo ket en aner ‘meump manifestet abaoe pemp miz. Arru ‘zo bop sort tud, bop sort micherioù, ‘ba ar jeu. Muioc’h bemdez. Ha dre-chañs labourerien ar rafinrioù ! Ma terc’h krog ar re-se e c’hallamp soñjal vo diaes diaes d’ar gouarnamant derc’hel da gas da benn e reform. Plegañ a glefe ober buan a-walc’h ma vez damsac’het an ekonomiezh.

Gant ar re yaouank ouzhpenn abaoe ar sizhun-mañ eo cheñchet penn d’ar vazh. Aezet oa d’ar gouarnamant kontroliñ an traoù e-keit ma oa an dud o kerzhet plaen ha brav dinan bannieloù ha luganioù ar sindikadoù bras. N’eo ket gwir ken gant manifestadegoù liseidi ha studierien o arruout prum-ha-prum un tamm pep lec’h. Ha bec’h ‘zo alies-mat. Ma terc’h da vont e-giz-se zo chañsoù bras da welet ur stourm ken kreñv hag an hini oa bet enep d’ar CPE. Soñj mat ‘meump penaos oa achuet…

War-raok enep da Sarkozy hag e vevelien !


Dewiñ an triliv… 1500€ da baeañ !

Fidambie, koustañ a raio ker dimp dewiñ ar c’hozh banniel-se ! Mac’hat e oa arru deus ar c’hiz, kement ha ken bihan ma ‘h eo ret d’ar gouarnamant bezañ garvoc’h c’hoazh… neuze eo bet embannet e miz gouere e kousto 1500€ evit an disterrañ dismegañs graet d’an triliv (pe diskwelet memes). Ret dimp diwall ‘ta!

Evit ma brasañ plijadur (hag ho hini emichañs) e lakan dac’h ar Marseillaise c’hwitellet gant Korsiz (ha Breizhiz) da geñver final Koup Frañs e… ‘meus ket soñj ken pegoulz oa se. Met brav oa !

On en finit plus de brûler le drapeau français (et de siffler la marseillaise) aux six coins de l’hexagone, mais va falloir faire gaffe : d’après le journal officiel du 23 juillet, le moindre outrage au bleu-blanc-rouge équivaut à une contravention de 5e classe et 1500€ au bas mot !

On ne touche pas comme ça aux symboles de la religion républicaine…

L’ETAT FRANCAIS ET SES SYMBOLES, ON N’EN VEUT PAS !!!


Skipailh Frañs d’ar gêr !

Ma doue, pebezh arvest ‘meump bet gant skipailh Frañs ! Digredapl pezh ‘zo arru, mantret eo tout ar vro, betek Sarkosy. Biken ‘mije hunvreet gwelet ur charre sort-se. Ha c’hoerzhet ‘meus kalz. Ret eo din anzav memestra ‘ma muioc’h a druez ‘ba ‘r fin, evit a c’hoant goapaat. Arru oa ken patetik an traoù… ha pa ‘soñjan ‘ba tout an dud ‘dea esperañs gant ar mondial foot-mañ, hag int dipitet ken ‘h int…

Feiz, n’eo ket ‘met gwazh-a-se evit Bro-Frañs. He skipailh foot ‘zo evelti forzh penaos : brein.

Mac’hat ‘zo reoù all ‘deus c’hoerzhet kalz evelton : an Iwerzhoniz. Ar reoù-se ‘dije meritet kant gwezh muioc’h da vezañ en Afrika ar Su, ha ret eo bet chom ‘ba ‘r gêr o sellet deus furlukined Frañs. Dam da dThierry Henry…