Tag Archives: toull-bac’h

Jaia bai, borroka ere bai !

Jaia bai, borroka ere bai ! “, ” Ar fest ya, ar stourm ivez avat !”. Evel-se e weler an traoù ‘ba Bro-Euskadi. Gourc’hemennoù neuze d’ar merc’hed ha d’ar baotred a oa en em gavet e-kerzh nozvezh Kalanna dirak toull-bac’h ar merc’hed en Roazhon.  Sindikalisted, hiniennoù emsav ar bodadegoù, izili an tu-kleiz dizalc’hour, ar c’homite «Euskal Herriaren Lagunak, Roazhon-Breizh» oa bet eno o huchal luganioù, oc’h hejañ bannielloù, o strakal fuzeennoù… da diskwel o c’henskoazell gant tout ar merc’hed bac’het eno, en o mesk prizoniadezed an ETA. Da c’hoût muioc’h war lec’hienn Breizhistance :

http://www.breizhistance.tv/2012/01/02/kalanna-mod-all/

Advertisements

Trouz an noz : Unan all

Trawalc’h a gozh kaozioù. Arru eo poent selaou un tamm sonerezh, mat mar plij ha gant skeudennoù da heul. Ar strollad Trouz an Noz an hini eo. Emichañs e rey plijadur deoc’h. Din-me ra bepred !