Monthly Archives: Meurzh 2012

Da Gemper disadorn !

 

A-benn disadorn ‘h efomp ur wezh adarre da gerzhet ‘ba ur gêr vras evit difenn ar brezhoneg hag ar gallaoueg. An dro-mañ ‘vat ‘vefomp asambles  gant difennerien ar yezhoù all gwasket gant ar Stad. Manifestadegoù vo un tamm bihan pep lec’h (Aiacciu, Strassburg, Baiona, Tolosa), betek Lille evit ar flandreg ha Poitiers evit ar yezhoù oil. Dibunañ tout memes deiz a glefe sachañ evezh ar mediaoù parizian hag an dud war ar renk da vont da Brezidant, hervez. Gwelet ‘vo, met bepred e ra plijadur klevet a-unvouezh pobloù bihan an Egzagon. N’arrua ket alies.

 

N’on ket pet manifestadeg a-sort-se warn-ugent a renkfomp ober a-raok gonit un damm bennaket. Didalvez-libr neuze kerzhal disadorn ? Dam n’eo ket. Diskwel hon youl,  lakaat da gomz diwar-benn hon stourm, klevet brezhoneg e-leizh, adwelet kamaradoù…

 

Ha koulskoude, kement a draoù ‘vefe da lâret diwar-benn ar vanifestadeg. Rannvro Breizh e-mesk an aozourien, bec’h etre Ai’ta! ha tud ‘zo e penn ar vanifestadeg, “brezhoneg ofisiel” karzhet… Gwashañ tra eo, din-me, gwelet mevelien ar Republik, gwisket o goûkennoù triliv gante, o poufañ e penn a-raok ar vanifestadeg. Kavout a raer loened a-sort-se ‘ba kement manif evit ar brezhoneg, met an dro-mañ ‘meus aon e vezvizennfomp dirak kement a lakizien dastumet eno. Unan anezhe a vanko memes tra, ar gagn kozh Bernard Poignant ‘h ey da vanifestiñ da… Dolosa, da heul e vestr François Hollande. ‘Ba Kemper vo ret dimp anduriñ un toullad mat anezhe, kozh dilennidi a raio sin da vezañ tomm pe tommoc’h deus ar brezhoneg en ul lâret dimp doujañ ha karout o Republik. Klevet a refomp anezhe o veuliñ an traoù dister a reont evit ar brezhoneg, ar munudachoù gonezet gante. Ha kanañ o skas d’ar reoù a stourm da vat evel SAB pe Ai’ta!.

 

Sevel a ra drouk ennon. N’on ket dre benaos e c’haller degemer tud evel-se pa oarer ervat ne reont kazi mann ebet evit hon sevenadur. En Breizh evel e lec’h all eo ar stourmerien, ar gevredigezh sivil ‘deus difennet ha gonezet traoù evit ar brezhoneg, e-pad ma oa an dilennidi o lakaat ac’hanomp da blegañ dirak urzh ar Republik. Ordin ‘deus graet ‘met respont d’ur goulenn sokial kreñv. Dre se e lâran krenn ha krak, menec’h ar Republik ‘deus mann ebet d’ober ‘ba ur vanifestadeg evit difenn ar brezhoneg. Er-maez ! evel ar faskourien hag ar Front de Gauche a zo da dont ivez. Aze on prest da chetañ.

 

 

Petit coup de gueule contre les élus de la République qui vont sans doute venir nombreux, ceints de leur écharpe tricolore, parader en tête de manif samedi à Kemper. On va les entendre vanter leur (in)action, ou feindre de se poser en grands défenseurs des langues minoritaires. Ils ne trompent personne. Aspirés par le centralisme jacobin, les élus bretons dans leur ensemble ont abandonné la langue et la culture bretonne de longue date. Les avancées en faveur du breton, ce sont les militants et la société civile qui les ont obtenus par la lutte, quand les élus n’ont jamais eu à la bouche que sujétion complète à la citoyenneté française unilingue.