Monthly Archives: Gouere 2015

“Paotr ar gwez-peupli”

Chapel Gwenezhan

Pevar bloaz zo ec’h aen alies da welet ur paotr kozh hag a veve e-unan, kozh paotr yaouank evel ma oa. D’ober un tamm kaoz gantañ ha da deskiñ traoù en brezhoneg. Maleurusamant emañ a-bouez mervel.

Unan ouzhpenn aet a-raok re abred.

Paotr e barrouz a oa hennezh. Kuitaet ‘neva anezhi e-pad ur c’hrogad da vont da Bariz da labourat. Ne oa ket bet pell o tont en-dro d’ar gêr avat. N’andure ket ar vuhez pell deus e vro, ‘ba ar gêr divent-se. Evel-se ac’hanta e oa aet da vasoner ‘ba ur voest deus e barrouz. E-pad e vuhez ‘na derc’het gant ar memes micher. Ha brevet ar paotr ur wech arriet en retret. Ingal zo. Goude ma ‘neveze poan en e izili e veze en umor vat ordin.

Ha tomm e galon deus ar brezhoneg, abominabl ! Eñ an hini a derc’he da gaozeal brezhoneg deus ar reoù a oa bet oc’h evañ dour deus ar Blomenn (an hini ‘no evet an dour-se ne oaro ket brezhoneg ken, gouez da Bleuzaliz). Pa en em gave ur brezhoneger bennak gantañ, brezhoneg dezhi kenkent ! Ne vanke ket respont en galleg dezhañ avat, eñ ne rae ket a van. Pac’h ae da welet koursoù beloioù e kostez Penn-Ar-Bed ec’h ae en brezhoneg diouzhtu gant tud ar vro. Dislâret a rae ar c’henaoueien hag a embann n’haller ket en em gompren deus an eil penn d’egile deus Breizh-Izel.

Evel-just e oa lorc’h en ennañ o teskiñ traoù d’unan yaouank evelton. Gwech-ha-gwech all e tegasen ma mibien ganin, dezhañ da welet brezhonegerien vihan (ha dezhe da glevet brezhoneg mat). Kalz a blijadur a rae se dezhañ. Alies e c’houlenne ganin hag-eñ ec’h ae war-grec’h an niver a vugale o teskiñ brezhoneg er skolioù.

Tud eveltañ n’eus ket bet nemeur en Breizh-Izel. Tud savet o choukoù, lorc’h en enne deus o yezh ha deus o idantelezh, e-mesk ur boblad a dud pleget o fennoù. Reoù vrudet zo bet o stourmiñ a-enep d’an avel a-benn, evel Anjela Duval, Glenmor, Zavier Grall (pet e oant en deizioù-mañ e Karaez oc’h c’hoût piv e oa an daou vreton-mañ ?). N’ankouaomp ket zo bet tud munud ivez.

A-benn tri devezh amañ ec’h a da vezañ interet. Moarvat ne vo tamm ger brezhonek ebet, evel kustum. Marteze ur “c’henavo” bennak memestra ? Evel-se e vez kont. Ar yezh-vamm, ar yezh gentañ, yezh ar galon, yezh ar vuhez, a raer fae warni en deiz-a-herie.

Ur park ‘neva. Ha war ar park-se ec’h a da vezañ ur gouel prestik evel bep eil bloaz. Daou vilier a dud pe dri en em gavo war ar plas bep noz, e-kreiz Bro-Dreger. War o skritell, tamm brezhoneg ebet, evel bep gwech. War lec’hienn ar gouel, ma vez kont memestra evel an troioù all (n’eus rezon ebet e cheñchfe !), ne vo ket ivez. Ha koulskoude ec’h anavezan brezhonegerien a oad ganin o labourat e-barzh a-volantez vat. E-mesk an dud a brotifo deus ar gouel e vo ul lodenn vat a vrezhonegerien yaouank.

Met dam da betra e tavont evel-se !? Petra zo kaoz ne savont ket o mouezh ? Pebezh rann-galon…

‘Meus aon eo gant traoù evel-se e vuzulier pegen bras eo an touflez etre ar reoù yaouank hag o sevenadur. Hent an adperc’hennañ zo hir ha diaes.

Ma langue va mourir. Elle fut langue de roi et langue de paysan. Moi, je l’ai tétée à une époque où depuis beau temps les rois parlaient des langues choisies dont les mots comptaient moins que les chiffres. Je l’ai tétée dans une basse-cour boueuse, entre quatre vaches, deux vieilles vêtues de noir… Toi là, toi là-bas, vous l’avez vécu pareillement, qu’avez-vous fait de l’héritage ? Hein ? Qu’en avez-vous fait ? Vous qui veniez à pleine veillée nous écouter, rire et pleurer notre joie, de notre plainte ! Où êtes-vous passés ? Vous avez fini dans une bonne petite vie, la maison qui n’en est pas une, le métier qui n’est que de vent, une vie pour rire aussi, une vie à pleurer. Et vous avez laissé crever votre langue, comme le feu dans la cheminée, comme le dernier pied de bardane dans l’enclos. Elle n’avait plus de raison d’être. Pas plus que les têtières de la grange, l’araire ou le pot à châtaignes.

Jan-Dau Melhau, Ma Lenga

Na pa vefen ma-unan e terc’hin d’ober gant yezh ar vro betek an diwezhañ.

Ra vezo skañv douar da vro, “paotr ar gwez-peupli”.