Monthly Archives: Genver 2014

Daou vloaz war-lerc’h

Ar c'huzh heol

 

Tremen daou vloaz zo ‘ma kontet se amañ. Un tamm kaoz en brezhoneg ‘ma graet war vord an hent, en Plouared, gant un den ha n’anavezen ket. Feiz, ‘ma ket graet nemet lâret un dra bennak en brezhoneg dezhañ… ha hop, lañset oa ar paotr. Selaouet ‘ma anezhañ e-pad n’on ket pegeit. Tri c’hard eur marteze ? E vuhez ‘na kontet din, evel ur gontadenn marvailhus. Mann nemet plijadur. Diwar-bouez ar gaoz-se ‘neva kaset ac’hanon pell. Ha pegen kaer e vrezhoneg non de die !

 

Tremen a rae an amzer, met n’ankouaen ket anezhañ. Penaos ‘mije gallet ankouaat ur gaoz ken dreist-ordinal, gant un den ken dispar-se ? E-sell oan da dont en-dro, met pell on bet a-raok ober. Re bell. Soñj-mat ‘meva pelec’h oa an ti. Aet oan neuze, c’hoant bras  ganin adwelet an den ha toullañ kaoz gantañ. Met daou vloavezh n’eo ket mann ebet. Daoust hag-eñ e kavjen anezhañ, evel oa daou vloaz zo ?

 

Div wezh on bet. Ar wezh kentañ oa war-greiz an deiz. Met un dro c’houllo ‘ma graet. Den ebet er gêr. Ne oan ket sur diouzhin ‘vat. Serr oa ar volejoù, met ur pezh ki oa e-barzh o harzhal diouzhin. Hag ar jardin, feiz, hon ne oa ket derc’het evel e vez gleet. A-raok partiañ ‘ma taolet ur sell war ar vur diavez. Kizellet oa bet war ur maen “Ar huz-eol”. “Amañ, emezon-me, zo unan tomm e galon deus ar brezhoneg. En ti mat on !”. An eil gwezh avat oa bet digoret an nor din. Feiz, ar plac’h-se, oadet, ‘da ket graet nemet damdigoriñ he nor. Gwelet e veze warni ‘deva un tamm mat a disfiz. Ha me o komz dezhi en galleg deus e den diouzhtu, ha goulenn hag-eñ oa er gêr.

 

“Mais… le pauvre est décédé depuis le mois de mars ! “.

 

Un taol bazh war ma fenn. E-pad ul lajad oan chomet mantret. Ha neuze ‘ma lâret dezhi dre benaos oan degouezhet aze, ha ‘ma c’hoantaat ober un tamm kaoz gantañ. “Ah oui, il adorait parler breton ! emezi”. Ha hi o peurdigoriñ an nor hag o pediñ ac’hanon da dont e-barzh. Kenkent ‘ma komprenet en em leske da vont ar paour-kaezh plac’h. C’hwezh ar mallozh doue oa ‘ba ‘n ti. C’hwezh staot oa met ‘ma ket gouvezet petra oa ken oan o tont er-maez. Aze ‘ma gwelet oa un toullad kizhier en o c’hourvez war ar c’hanape. Niñselioù gwenn sklabezet war an douar, n’on ket da betra. Hag ur voutailhad Ricard boulc’het war an daol.

 

Komzet ‘mamp neuze, deus he den dreist-holl.  Ar paour-kaezh paotr ‘na ket ur yec’hed mat. Aet eo re abred bepred. ‘Meus ket gouvezet pet vloaz oa. Lâret a rafen en-dro da bemzek vloaz ha tri-ugent. Ne oa ket arru kozh kozh, na tost ! Ha karet a rae ar brezhoneg, stag oa deus e vro. “Qu’est-ce qu’il aurait aimé échanger en breton avec vous !”. Ha me !!! Ha me… Ne oa ket pell an dour da dont en em daoulagad. Goût a oaren ervat oan tremenet-libr e-kichen un den dispar, c’hwitet un darempred evel n’eus ket nemeur ‘ba ur vuhez.

 

Diwar-he-fenn ‘meus ket gouvezet nemet un dra : normanez eo. Ha sammet ar plac’h gant ar boan-galon, spontus. E-pad ul lajad ne oa ket bet evit ampich da c’harmat dirakon. Un druez oa. ‘Da ket lâret din, met komprenet e veze oa en em serret warni abaoe oa marvet he den. Volejoù an ti a vez serr war an deiz ‘te… Hep mont e-barzh e vez komprenet eo krignet an ti gant ar glac’har.  Kredet ‘ma goulenn ganti hag-eñ ‘deus familh. “Non !” emezi krenn-ha-krak. A-raok dislâret un tamm goude, “j’ai deux filles”. Div verc’h ? Ha koulskoude emañ hec’h-unan-penn aze, prest d’en em deurel d’ar boeson… Poan ‘ma o krediñ. Pet a dud a vez dilaosket evel-henn ?

 

Da diwezhañ ‘dea bet c’hoant da diskwel poltrejoù din. Gallet ‘meus gwelet ervat e benn dezhañ , un tamm mat gwelloc’h evit ar wezh kentañ daou vloaz ‘zo. Abaoe an deiz-se eo moullet e dremm c’hoarzhus ‘ba ma memor, ha moarvat  n’ankouain biken ar penn leun a valis-se.

 

Keuz ‘mo dit e-pad pell, paotr Plouared ha n’ouvezan ket da anv.