Category Archives: Ekologiezh

Manif enep-nukleel / anti-nucléaire (Roazhon)

Arru eo faegegeg ganimp klevet komz deus tud lazhet ha broioù saotret gant an nukleel. Goude Tchernobyl ha Fukushima, pelec’h e tarzho ?  Poent eo cheñch penn d’ar vazh, ha dilaoskel an energiezh sot-se n’hallfomp biken chom mestr warni. Se zo kaoz vo kalz tud moarvat ‘ba Roazhon a-benn ar sadorn 15 a viz here. Eno vo ur pezh vanifestadeg evit sevel hon mouezh enep da choazoù garz ar bolitikourien gall.

 

Il est plus que temps d’enterrer l’énergie nucléaire. Après Tchernobyl et Fukushima, où se passera le prochain accident nucléaire ? Combien encore de personnes irradiées, de morts, de régions sinistrées ? Soyons nombreux à Roazhon samedi 15 octobre pour exprimer aux politiciens français notre volonté d’en finir avec cette énergie mortifère.


2010, bloavezh tommañ abaoe 130 vloaz

Gwez dindan an erc’h ‘ba Bro-Dreger (miz kerdu 2010)

Div ajañs amerikan (National Climatic Data Center ha Nasa’s Goddard Space Flight Center) ‘deus embannet en deizioù-mañ disoc’hoù o enklaskoù. Hag a-du penn-da-benn emaint : 2010 ‘h eo ar bloavezh tommañ abaoe 130 vloaz. Ken tomm ha 2005 ‘h eo bet en gwirionez. Da belec’h ‘h omp o vont e-giz-se ? Den ne oar. Met derc’hel ‘ra an amzer da vont war dommaat bepred… Betek pelec’h ? Betek pegoulz ?

Ha koulskoude ‘meump der amañ ur goañv yen ken ‘h eo yen. N’onn ket pet nozvezh warn-ugent ‘h eo diskennet an tamperaturioù dindan zero, ha rev da heul. Erc’h ‘meump bet ivez forzh pegement abaoe miz du, ha n’eo achu. Pa soñjan oa bet ur goañvezh ken klouar tri bloaz ‘zo ken oa ket bet tamm rev ebet…. ‘Meus aon zo un dra bennaket a-dreuz en un tu bennaket.

Ken fonnus all n’eus ket liamm ebet. Met memes tra… dour-beuz ha barroù-avel, sec’hor ha tan, aliesoc’h ha pep lec’h dre ar bed. Arru eo krog an nen da vezañ ruilhet ha disruilhet gant an natur evel piz dre ar pod. Ha ‘meus aon ne ra ket ‘met komañs. N’eo ket fin ganimp gwelet ha gouzañv gwalleurioù ar bed ‘h omp ar c’haoz dionte.

Warlene oa ar bloavezh tommañ abaoe 130 vloaz. An 10 bloavezh diwezhañ ‘zo e-touez ar 15 bloavezh tommañ abaoe 130 vloaz. Ha goude ‘ta ? Daoust hag-eñ ‘krazfomp, ‘poazhfomp pe ‘rostfomp ? Petore Douar ‘leskfomp d’hom bugale a-benn fin kont ? Diaes eo chom seder ha didrubuilh pa soñjer en amzer da dont. Poent bras eo cheñch penn d’ar vazh, met derc’hel ‘ra ar Stadoù da c’hoari pep hini evitañ e-hun’. Kreskidigezh pe kroasañs, n’eus ket ‘met ar ger milliget-se en o genoioù. Tud ar galloud a gas ar bed d’an distruj da vên o follentez. Pegoulz an diaoul ‘diskarfomp ar c’hapitalism ?

A un moment où le réchauffement climatique inquiète de plus en plus, l’année 2010 est confirmée comme année la plus chaude depuis 130 ans… quand est-ce qu’on sortira de cette logique mortifère de croissance à tout prix et de concurrence mondiale généralisée ? Quand est-ce qu’on mettra la Nature et l’Homme au centre de toutes les préoccupations ? Quand est-ce qu’on comprendra que la sortie du capitalisme est urgente si l’on ne veut pas tous aller dans le mur ? 


Plastik milliget

Ne sellan ket alies deus an tele, met ‘meus ket keuñ da vezañ gwelet Frañs3 dec’h da noz. “Pièces à conviction” eo hanv an abadenn, kinniget gant Elise Lucet. Kaoz oa enni deus ar plastik. Deus dañjer ar plastik evit ar yec’hed, evit lâret hiroc’h. Klevet ‘ma komz deus se dija ur pennad-mat zo. Met dec’h oa chomet ma genoù war c’hwec’h eur. Diskwelet eo bet brav ‘ba an abadenn penaos ‘vez kavet saotradur ar plastik… pep lec’h. Deus ar pesked bihan a vev don er mor betek an dud… ampoezonet ‘h omp tout gant ar plastik.

Ha peadra ‘zo da vezañ spontet. Ur meudeusin gall a lâre e wel war washaat traoù a-dreuz gant ar vugale vihan (paotred distummet o c’helloù, merc’hed c’hwec’h vloaz gant bronnoù o kreskiñ). Dezhañ eo dam d’ar plastik, ha da broduioù ‘zo ‘vez lakeet ennañ, evel ar bisfenol A hag ar ftalat. Abaoe un toullad mizioù ‘h eo divennet ‘ba ‘r Frañs ar bisfenol A evit ar bibronoù… met lesket ‘vez evit tout an traoù all, ar plastik da bakañ ar boued, an evajoù ha me oar-petra c’hoazh !

A-hed abadenn Frañs 3 ‘derc’her e-giz-se da deskiñ traoù spontus. ‘Ba kement hini ac’hanomp zo bern poultrennoù plastik. War washaat ‘varv loened (pesked, evned… an den prestik ?) gant ar plastik, mouget gant an tammoù debret gante. Saotret ‘vez tout morioù ar bed gant tammoù plastik bihant-tout (“daeroù gwrage-mor”) pe pezhioù tammoù a-bop-sort. Gwelet ‘vez un “douar nevez” plastik ken ledan ha Bro-C’hall kreiz mor-bras ar Pasifik… Yec’hed mat !

Ha petra ‘ra an nen evit paouez se ? Mann ebet. Un tamm bihan pep lec’h ‘vez kavet skiantourien o sevel o mouzhioù evit lâret d’an dud diwall…Ya ‘hat, met kement a arc’hant zo da goll ken ‘vezont mouget diouzhtu gant lobioù kreñv ar plastik hag an industri dre-vras. Troioù-kaer nevez Don Quijote de la Mancha enep d’ar milinoù-avelkouraEvel ar soavenn he eizh pav e weler lobi ar plastik ‘ba an Afssa (agence nationale de sécurité sanitaire et de l’alimentation), ‘ba Eco-emballages (gant ar re-se me ‘lâr deoc’h vez foutret goap deus hom genoioù), ha ‘ba kement organism ‘neus da diwall yec’hed an dud.

Spontus pa ‘lâren deoc’h. Souezhus ? N’eo ket ‘hat. Ar plastik zo e-kreizig-kreiz ar c’hapitalism. Arouez ar sorc’henn-prenañ zo  o vezvizenniñ kement a dud. Daoust hag-eñ ‘vije voaien da brenañ kement a draoù evel e ramp herie hep ar plastik ? Ne gav ket din ‘vat. A drugarez d’ar c’haoc’haj-se an hini eo ‘c’hallamp prenañ kement a varc’hadourezh… ha kement a brofoù evit Nedeleg. Garz eo hom bed ken ‘h eo. Ha mervel a raio an nen gant e follentez, sodet ma ‘h eo gant an arc’hant, ar marc’hadourezh, ha tout ar c’hozh traoù didalvez a vreina an dud en-deiz-a-herie. Ma varv ket gant ar cheñchamant hin e varvo gant ar plastik en deus kac’het pep lec’h war an tamm douar-mañ.

Nedeleg laouen !

An dokumañter

Un tamm diverrañ en galleg gant Telerama

Reportage édifiant lundi soir dernier sur les dangers multiples du plastique. C’est à voir sur le site de France 3


Tchernobyl, 25 bloaz goude…

‘Ba kreistez an Almagn ‘vez ket lesket an dud da debriñ kig moc’h gouez evel e karont. Feiz, pep loen lazhet a rank bezañ kontrolet  a-raok. Dam da betra ? Fidambie, peogwir eo radioaktif an darn vrasañ dionte. Ya, 25 bloaz goude ma ‘dea tarzhet kreizenn nukleel Tchernobyl e chom saotret an natur. ‘Ba koadoù ar Bayern, tost deus ar Republik Tchek, e vez kavet war-dro 7000 bekerel dre gilo kig moc’h gouez (cesium 137 an hini eo). Kement-mañ pa oarer e ranker skeiñ kuit ar moc’h gouez lazhet ma kaver en tu all da 600 bekerel enne… moaien ‘zo da soñjal int kazi tout radioaktif. Siwazh dezhe e kavont mat an togoù-toñseg, leun c’hoazh a boultr lous  kac’het gant Tchernobyl 25 bloaz a-raok. Sortoù kabelloù-toñseg ‘zo a derc’h da greskiñ ar radioaktivded enne memes !

Pennad Courrier International (diwar Der Spiegel)

An nukleel, kaeraat tra! Energiezh prop, elektrisite marc’had mat ! Lorc’h un nebeut broioù, pinvik evel Bro-C’hall, pe baour evel an Iran ! Bugel mil-karet ar Skiant ha kaezhiget gant diskibien an Teknoskiant ! Ha poblañsoù touellet ha badaouet gant galloud bras an nerzh divent-se ! Penaos esplikañ welloc’h sorc’henn an den da vestroniañ tout pezh zo endro dezhañ ?

Betek an deiz ma tarzh. Un taol dichañs eo evel-just. Pe gentoc’h un heuliad fazioù graet gant tud. N’hall ket an nen bezañ mestr war tout an traoù. Ha Tchernobyl ‘neus diskwelet se ervat. Ar risk zero, evel ‘vez lâret, n’eus ket diontañ neblec’h ebet. Gant-se, da betra derc’hel da c’hoari gant an nerzh digontrolabl-se ? Hag ober war-dro al lastezioù lous-daonet goude… Washoc’h eo c’hoazh evit an Ankoù krignet, sellet deus se :

Sed aze ur rentañ-kont en galleg diwar-benn gwallefedoù Tchernobyl