Category Archives: sonerezh / musique

Trouz an noz : Unan all

Trawalc’h a gozh kaozioù. Arru eo poent selaou un tamm sonerezh, mat mar plij ha gant skeudennoù da heul. Ar strollad Trouz an Noz an hini eo. Emichañs e rey plijadur deoc’h. Din-me ra bepred !


Daoust piv ‘harzo Nolwenn “Magerez” Leroy ?

Abaoe 7 sizhunvezh ‘h eo ar bladenn “Bretonne” an hini muiañ-gwerzhet ‘ba ‘r Frañs. Prestik vo bet prenet ouzhpenn 300 000 dioute, ‘ba ‘r magajinoù ha war internet. Ouzhpenn 1,4 milion a dud ‘deus sellet deus ar video a-us. Bet eo n’eus ket pell zo ‘ba ‘r 26vet plas ‘ba renkadur ar pladennoù gwerzhet dre ar bed. Ha krog eo da hadenrollañ he fladenn ‘ba Londrez evit gwerzhañ ‘ba ‘n estren-vro bremañ… Fidedoulle biskoazh kement-all ‘hat ! Aze zo un dra bennak da gompren memestra.

Lâret a ran deoc’h diouzhtu, n’on ket o vont da chaokat warni evel e ra darn. Ka ‘ran brav gwelet anezhi obert kement-se berzh. N’eo ket peogwir on sot ganti, a-boan din anavezout anezhi hag ar pezh ‘deus graet. Bretonez ha plac’h ar Star’ac, sed aze tout pezh ‘ouvezen diwarni. Memestra oa ret bezañ kourajus a-walc’h evit krediñ ober ur bladenn a-sort-se. Sonioù deus Breizh ha deus ar broioù keltiek, goude ma ‘h int mil-anavezet ha kaer… piv ‘nije pariet e vije bet kement-se a dud ‘r Frañs o prenañ ur bladenn “rejional” e-giz-se ?  ‘Meus aon zo bet un toullad mat a dud estonet.

Gwir eo ‘mañ ar ganerez o tastum arc’hant evel ober glav. Gwir eo e kan ar sonioù en he stumm dezhi, dishañval a-walc’h deus ar reoù zo bet a-raoki evel Alan Stivell. Met fidambie, n’eo ket bemdez e klever “hom” ganaouennoù ‘ba ‘r mediaoù gall (ya, ar sonioù-se eo ar reoù a zo bet koñsakret gant pobl Vreizh). N’eo ket alies e klever brezhoneg ha gallaoueg ‘ba Bro-C’hall, ha neubeutoc’h c’hoazh marteze tud anavezet-kaer evelti o tivenn yezh ar vro. Hon zo krog da deskiñ brezhoneg abaoe un toullad mizioù en Pariz. Ur sakre skwer ‘h eo. Hag ‘h omp o vont da glemm ?

Dont a ra da soñj din ‘ba ‘r film “Bienvenue chez les Ch’tis” deus Dany Boon. Ken dic’hortoz all oa bet ar berzh ‘na graet (ouzhpenn 20 milion a dud oa bet o welet anezhañ). Moarvat e tiskwela daou dra : da gentañ ne choma ket kalz tra deus ar sevenadurioù “bihan” e-mesk an dud ; ur mank bennaket zo neuze, ha se ‘zo kaoz ‘deus ezhomm muioc’h ar Frañsizien da hadstagañ deus o gwriziennoù. Darn dre ar film”Bienvenue chez les Ch’tis”, darn all dre ar bladenn “Bretonnes”. Levr Herve Lossec, “Les bretonnismes”, zo tamm bihan memes tra ivez. Troet e vez an dud muioc’h war o idantelezhioù “bihan”, yezhoù, sevenadurioù hag all… pa ‘h aint da fall prim-ha-prim bremañ.


Kenavo Hosni !

Dam ya ‘hat, pobl an Ejipt ‘deus kaset kuit d’he zro ar c’hozh gagn-se a Hosni Moubarak. Ha n’eus ket kalz tud ‘deus keuz dioutañ moarvat. War-lerc’h Ben Ali zo bet diskaret un diktatour ouzhpenn. Ha n’eo ket fout peseurt hini : ur vro a 80 milion a dud, skoazellet gant ar Stadoù-Unanet hag Israel abaoe pell ‘zo… N’eus ket ‘met hetiñ d’an dud du-hont ober deus o bro unan deus ar reoù demokratikañ.
2011, bloavezh benniget evit tud an Tunizi hag an Ejipt. Chom a ra un toullad reoù all da skarzhañ kuit. Tro piv eo bremañ ? Beket ma ‘vo selaouet Tiken Jah Fakoly…

Sonerezh brezhonek war Tracks

N’eo ket alies ‘vez kaoz deus sonerezh Breizh ‘ba mediaoù ar Frañs ! Tracks, abadenn Arte, ‘neus graet un tamm reportaj diwar-benn strolladoù hag a ra musik a-vremañ en brezhoneg. Pevar strollad zo kaoz dionte : Plantec (fest-noz / metal), Ramoneurs de Menhir (punk), Trouz an noz (punk), Gimol Dru Band (funkyp-hop punk’n’roll… ya, sakre meskaj hemañ !). Drol a-walc’h eo ton an abadenn, ur sell ekzotik a-walc’h ‘vez taolet  war ar sonerezh brezhonek… Memes tra e c’haller klevet un nebeud sonerien o kaozeal (en brezhoneg evit unan deus Gimol Dru Band !), ha traoù mat ‘laront. Ur reportaj digustum ha plijus a-walc’h koura !