Daoust piv ‘harzo Nolwenn “Magerez” Leroy ?

Abaoe 7 sizhunvezh ‘h eo ar bladenn “Bretonne” an hini muiañ-gwerzhet ‘ba ‘r Frañs. Prestik vo bet prenet ouzhpenn 300 000 dioute, ‘ba ‘r magajinoù ha war internet. Ouzhpenn 1,4 milion a dud ‘deus sellet deus ar video a-us. Bet eo n’eus ket pell zo ‘ba ‘r 26vet plas ‘ba renkadur ar pladennoù gwerzhet dre ar bed. Ha krog eo da hadenrollañ he fladenn ‘ba Londrez evit gwerzhañ ‘ba ‘n estren-vro bremañ… Fidedoulle biskoazh kement-all ‘hat ! Aze zo un dra bennak da gompren memestra.

Lâret a ran deoc’h diouzhtu, n’on ket o vont da chaokat warni evel e ra darn. Ka ‘ran brav gwelet anezhi obert kement-se berzh. N’eo ket peogwir on sot ganti, a-boan din anavezout anezhi hag ar pezh ‘deus graet. Bretonez ha plac’h ar Star’ac, sed aze tout pezh ‘ouvezen diwarni. Memestra oa ret bezañ kourajus a-walc’h evit krediñ ober ur bladenn a-sort-se. Sonioù deus Breizh ha deus ar broioù keltiek, goude ma ‘h int mil-anavezet ha kaer… piv ‘nije pariet e vije bet kement-se a dud ‘r Frañs o prenañ ur bladenn “rejional” e-giz-se ?  ‘Meus aon zo bet un toullad mat a dud estonet.

Gwir eo ‘mañ ar ganerez o tastum arc’hant evel ober glav. Gwir eo e kan ar sonioù en he stumm dezhi, dishañval a-walc’h deus ar reoù zo bet a-raoki evel Alan Stivell. Met fidambie, n’eo ket bemdez e klever “hom” ganaouennoù ‘ba ‘r mediaoù gall (ya, ar sonioù-se eo ar reoù a zo bet koñsakret gant pobl Vreizh). N’eo ket alies e klever brezhoneg ha gallaoueg ‘ba Bro-C’hall, ha neubeutoc’h c’hoazh marteze tud anavezet-kaer evelti o tivenn yezh ar vro. Hon zo krog da deskiñ brezhoneg abaoe un toullad mizioù en Pariz. Ur sakre skwer ‘h eo. Hag ‘h omp o vont da glemm ?

Dont a ra da soñj din ‘ba ‘r film “Bienvenue chez les Ch’tis” deus Dany Boon. Ken dic’hortoz all oa bet ar berzh ‘na graet (ouzhpenn 20 milion a dud oa bet o welet anezhañ). Moarvat e tiskwela daou dra : da gentañ ne choma ket kalz tra deus ar sevenadurioù “bihan” e-mesk an dud ; ur mank bennaket zo neuze, ha se ‘zo kaoz ‘deus ezhomm muioc’h ar Frañsizien da hadstagañ deus o gwriziennoù. Darn dre ar film”Bienvenue chez les Ch’tis”, darn all dre ar bladenn “Bretonnes”. Levr Herve Lossec, “Les bretonnismes”, zo tamm bihan memes tra ivez. Troet e vez an dud muioc’h war o idantelezhioù “bihan”, yezhoù, sevenadurioù hag all… pa ‘h aint da fall prim-ha-prim bremañ.


4 responses to “Daoust piv ‘harzo Nolwenn “Magerez” Leroy ?

  • Aouregan

    Siwazh ne teuan ket a-benn da vezañ a-du ganeoc’h. Da gentañ-penn, d’am meno ne ra ket hi ur bladenn gant kanaouennoù breizhat hag e brezhoneg a-benn difenn ar yezh pe sevenadur ar vro. Ur “bizness” eo, netra muioc’h ! Ya, gwir eo, an dud a zo dedennet gant ar “rannvroioù”, da skouer berzh film an aotroù Boon. Met an dedenn-se a zo troet war zu “folklo” ar vro, evel ur mirdi poultrennek lec’h ma ‘n eus nemet roudoù yezh ha roudoù sevenadur !
    D’am soñj n’eo ket bruderezh mat evit ar vro.
    Ha ne gomzan ket diwar-benn hor kan broadel hag a zo bet drailhet ganti !!
    Sed aze ma soñj, pep hini ‘n eus e mennozh.

  • TeB

    @ Aouregan Heuu… ret e oa gouzout en araok e vije bet graet monneiz gant ar brezhoneg. Gwall a-du on gant paotrgarz. Ranket he deus bout kourajus, pe kentoc’h mennet da gas ur raktres a dene muioc’h da bezh a blije dezhi emichañs.
    N’on ket sot tamm ebet gant pezh a ra, met n’haller ket rebechiñ dezhi ober un tall kaer gant kanaouennnoù e brezhoneg. Ne oa ket anat anat memestra !
    Ha g evit pezh a sell ouzh hor c’han broadel… N’on ket sot gant seurt traoù.. met d’an nebeutañ he deus klasket kanet anezhañ. Piv e Breizh a oa ar c’han-mañ ? 0.02% eus ar vretoned ? :))

  • Yann

    n’eo ket bemdez e klever “hom” ganaouennoù ‘ba ‘r mediaoù gall (ya, ar sonioù-se eo ar reoù a zo bet koñsakret gant pobl Vreizh)
    Hom ganaouennoù? Pas ma re bepred! N’ouvean ket piv neus “konsakret” La jument de Michao ha traoù seurt-se, met viton se zo o’r goap diouimp, vel “Bienvenue chez ls ch’tis” oa o’r goap deus an dud-se.

  • paotr garz

    “se zo o’r goap diouimp”
    Abaoe pell eo deus ar c’hiz ober goap deus kanaouennoù sort-se ‘ba Bro C’hall. Ar goaperezh a santez ‘da deus ar c’hiz-se ‘meus aon. Daoust hag-eñ e renker teurel pled dionti, ha skeiñ kuit kanaouennoù evel-se da vên e raer goap dionte ‘ba Bro-C’hall ? Ne gav ket din.

Ober un evezhiadenn