Komz brezhoneg d’e vugel (3)

Spot

 

E miz eost er bloaz tremen ‘ma skrivet ar wezh diwezhañ diwar-benn brezhoneg ma mab. Interesant eo sevel ar gaoz war se seizh miz goude.

 

An dro diwezhañ e konten ‘nea e vrezhoneg souzet a-dreñv un tamm mat. Derc’het ‘ma penn bepred : brezhoneg ordin dioutañ. Ha komanset oan da c’houlenn bep tro gantañ respont en brezhoneg din. “Lâr se en brezhoneg ‘ta!”, pa ouien a-walc’h oa kat d’ober e frazenn en brezhoneg, pe “n’eo ket evel-se e vez lâret en brezhoneg” pa responte “oui” din. Ha feiz, ar paotr bihan ‘neus kemeret prim ar pleg da gomz din en brezhoneg. Ma ne veze ket deus an taol kentañ, e veze deus an eil da vihannañ. Gant-se, abaoe tri pe bevar miz eo en em lakeet da gomz brezhoneg diouzhin. Bremañ n’eus ket nemet brezhoneg etrezomp koulz lâret.

 

Ur cheñchamant all zo degouezhet nevez zo. Krog eo da gomz brezhoneg d’an dud all, ar pezh na rae ket a-raok tamm ebet. Bet eo ur pennad o kaozeal brezhoneg diouzhin, ha galleg da toud ar reoù all, na posubl e vefent brezhonegerien. Abaoe ur sizhun, n’on ket kaer petra zo tremenet en e benn, e kaoze brezhoneg deus ar vrezhonegerien. E vamm-ioù-gozh, kamaradoù e dad bet er gêr… kontañ kaozioù a ra en brezhoneg, ha derc’hen a ra gant ar yezh-se. Ha latennet-mat eo ! Stad zo ‘ba e dad, me lâr deoc’h.

 

Ha kavout a ran eo pinvidik e damm brezhoneg d’e oad (3 bloaz ha 2 viz). Arruout a ra d’implij ‘ba e frazennoù stagelloù evel “peogwir”, “goude” ha “pa”, en dibab a ra mat gant ar stumm “meus” “teus” “neus” “on” “out” “emañ”, dispartiañ a ra ervat “din” ha “dit”, “ganin” ha “ganit”, anavezout a ra ar raganvioù “me” “te” “hemañ” “hennezh” “nimp”… Dija eo kat da lâret bern traoù, ha barrek da derc’hen gant e gaoz ur pennad-brav hep tremen d’ar galleg. Fentus eo gwelet anezhañ o kemer poan o sevel e frazennoù, o klask geriennoù brezhonek…

 

Peseurt kentel zo da dennañ deus se ? D’ar skol vrezhoneg ‘h a abaoe miz gwengolo, ha ‘meus aon on bet rekouret ganti. Start eo lâret betek petore poent ‘vat. Dam da se moarvat eo bet kempouezet an div yezh, ha se ‘neus sikouret anezhañ da dispakañ yezh e dad. Er gêr bepred ‘meus derc’het warnañ, ha ‘meus ket lesket anezhañ da respont en galleg din. Bep tro ‘meus goulet e respontfe din en brezhoneg. Nemet ha vefe traoù dibosubl dezhañ da lâret er yezh-se.

 

Da heul ar gaoz oa bet amañ warlene, n’on ket hag-eñ e c’haller komz deus ur “redi” gant ar pezh a ran-me. N’on ket pell avat, da vên ne leskan ket ar galleg kemer plas en hon darempred. Met n’on ket e-barzh ar jeu-se da vat ivez. Feiz, ‘meus ket ar santimant “oblijañ” anezhañ. Chom a ran gant ar “goulenn”. Daoust hag-eñ zo afer d’ober plijadur d’e dad ? Marteze zo bet un tamm, met me a gav din zo estroc’h evit se bremañ. Ret eo lâret e tremenan amzer gantañ ha plijadur a gemeromp hon-daou : c’hoari evel-just, keginañ, ober livaj, bale, c’hoari margodennoù, hag un istor pe div a-raok menel kousket… Bevañ a-bep-sort traoù en brezhoneg kwida, dezhañ da vezañ (kazi) ken naturel hag ar galleg.

 

Bremañ eo lañset mat evit un toullad bloavezhioù. Sañset !

 

 


6 responses to “Komz brezhoneg d’e vugel (3)

  • gwagenn

    Interesant-kenañ eo ar pennad-se ! Trugarekaat ‘ran ac’hanout evit rannañ seurt traoù-se ganeomp.

    D’am meno, ne c’haller komz eus “ur redi” pa n’eo nemet 3 bloaz ar bugel. N’en deus ket an oad d’ober e zibab c’hoazh. Pa vo brasoc’h e c’hello dibab : derc’hel da vont gant ar brezhoneg pe ober gant ar galleg… Koulskoude, ma’z eo bet kustumet d’implij ar brezhoneg gant e zud, n’eus abeg ebet evit cheñch diwezhatoc’h !

    Kalon vad ! Ur blijadur eo gwelet ur bugel muioc’h o vont gant ar brezhoneg… Emichañs ‘c’hellin ober eveldout un deiz bennak, gant ma vo brezhoneg a-feson ganin…

  • Kandoer bellek

    “Komz ouzh e vugel” ha n’eo ket “komz d’e vugel” :

    -“Komz ouzh ub” (parler à qqun)
    -“Komz gant ub” (parler avec qqun)
    -“Komz da ub eus udb” (parler à qqun de qqchose) met “komz da ub” hepken n’eus ket tu da lavarout.

    Idiomatek : “mont e brezhoneg d’e vugel”.

    A galon, kandoer !

    • paotrgarz

      Koulskoude, war skritell anavezet ar Seizh breur eo merket : “komzit brezoneg d’ho pugale” ?

      Feiz ‘vat, dre amañ e vez lâret “kaozeal brezhoneg deus e vugel”. “Komz” ne vez ket lâret nemeur, nemet evit “komz deus un dra bennak d’unan bennak”.

    • paotrgarz

      Div frazenn klevet gant ma mamm-gozh an deiz all :

      ” ‘da ket komzet din e oa o vont… ”
      ” Mari a reyo peogwir ac’hanta ‘meus komzet d’Arlette dija pa ‘h eo bet aze ”

      Ha ‘ba geriadur Vallée nevez-embannet e welan skrivet :
      “komz da, komz ouzh = parler à”

      A-galon

  • Gregor

    Salud, ha mersi bras evit an testeni-se, ha dreist eo out deuet a-benn da lakaat ar bzg da vezañ kaozeet gantañ da vat ! Mod-all e ran me, o klask chom ar pellañ posupl eus “ar redi” giz ma skrivez, deomp da lakaat ar bzg d’ur gwir yezh a blijadur. Ne ran ket ken gant “e bzg mar plij” pe traoù a seurt-se. Pa vez galleg eo a teu gant va hini vihan (a zo a oad gant da hini), e adlavaran an traoù e brezhoneg kentoc’h. Ha tamm ha tamm em eus muioc’h muiañ a frazennoù klok e brezhoneg.
    Evit va faotr hag a zo 7 bloaz bremañ, em boa bet galleg koulz lavaret nemetken gantañ (pa ‘z aen me e brezhoneg dezhañ tost nemetken) betek an oad da vont da glas ar re vras. Ha d’an distro skol-se, ez eus c’hoarvezet un dra bennak en e benn, hag eñ stag da respont bzg din, pezh a ra atav. Gant ma pado ha e raio berzh gant va flac’hig ivez !
    Kalon ha plijadur da gement tad ha mamm ha en em lañso barzh jeu en desevel bugale e brezhoneg !
    Gregor

    • paotrgarz

      Trugarez dit !

      Kalon ha plijadur, se an hini eo. Bezañ penn kalet war ar pemdez evit klevet frouezh brav e labour gant e vugale…

      ‘Meus ket keuz deus ar pezh ‘meus graet, na tost. Diaes e vije bet din ober gwelloc’h : arru eo pevar bloaz hanter, ne gaozea ket nemet brezhoneg deus ar vrezhonegerien hag akuit-kaer eo war ar yezh d’e oad. Kaozeal brezhoneg zo naturel hag otomatik dezhañ. Gant-se on sur diouzhin, n’eus ket gwelloc’h evit “rediañ” ur bugel. Ar blijadur a gle dont da heul, met ne vanka leskel dezhañ choaz e yezh : brezhoneg a renko kaozeal.

Ober un evezhiadenn