Monthly Archives: Meurzh 2014

Komz brezhoneg d’e vugel (3)

Spot

 

E miz eost er bloaz tremen ‘ma skrivet ar wezh diwezhañ diwar-benn brezhoneg ma mab. Interesant eo sevel ar gaoz war se seizh miz goude.

 

An dro diwezhañ e konten ‘nea e vrezhoneg souzet a-dreñv un tamm mat. Derc’het ‘ma penn bepred : brezhoneg ordin dioutañ. Ha komanset oan da c’houlenn bep tro gantañ respont en brezhoneg din. “Lâr se en brezhoneg ‘ta!”, pa ouien a-walc’h oa kat d’ober e frazenn en brezhoneg, pe “n’eo ket evel-se e vez lâret en brezhoneg” pa responte “oui” din. Ha feiz, ar paotr bihan ‘neus kemeret prim ar pleg da gomz din en brezhoneg. Ma ne veze ket deus an taol kentañ, e veze deus an eil da vihannañ. Gant-se, abaoe tri pe bevar miz eo en em lakeet da gomz brezhoneg diouzhin. Bremañ n’eus ket nemet brezhoneg etrezomp koulz lâret.

 

Ur cheñchamant all zo degouezhet nevez zo. Krog eo da gomz brezhoneg d’an dud all, ar pezh na rae ket a-raok tamm ebet. Bet eo ur pennad o kaozeal brezhoneg diouzhin, ha galleg da toud ar reoù all, na posubl e vefent brezhonegerien. Abaoe ur sizhun, n’on ket kaer petra zo tremenet en e benn, e kaoze brezhoneg deus ar vrezhonegerien. E vamm-ioù-gozh, kamaradoù e dad bet er gêr… kontañ kaozioù a ra en brezhoneg, ha derc’hen a ra gant ar yezh-se. Ha latennet-mat eo ! Stad zo ‘ba e dad, me lâr deoc’h.

 

Ha kavout a ran eo pinvidik e damm brezhoneg d’e oad (3 bloaz ha 2 viz). Arruout a ra d’implij ‘ba e frazennoù stagelloù evel “peogwir”, “goude” ha “pa”, en dibab a ra mat gant ar stumm “meus” “teus” “neus” “on” “out” “emañ”, dispartiañ a ra ervat “din” ha “dit”, “ganin” ha “ganit”, anavezout a ra ar raganvioù “me” “te” “hemañ” “hennezh” “nimp”… Dija eo kat da lâret bern traoù, ha barrek da derc’hen gant e gaoz ur pennad-brav hep tremen d’ar galleg. Fentus eo gwelet anezhañ o kemer poan o sevel e frazennoù, o klask geriennoù brezhonek…

 

Peseurt kentel zo da dennañ deus se ? D’ar skol vrezhoneg ‘h a abaoe miz gwengolo, ha ‘meus aon on bet rekouret ganti. Start eo lâret betek petore poent ‘vat. Dam da se moarvat eo bet kempouezet an div yezh, ha se ‘neus sikouret anezhañ da dispakañ yezh e dad. Er gêr bepred ‘meus derc’het warnañ, ha ‘meus ket lesket anezhañ da respont en galleg din. Bep tro ‘meus goulet e respontfe din en brezhoneg. Nemet ha vefe traoù dibosubl dezhañ da lâret er yezh-se.

 

Da heul ar gaoz oa bet amañ warlene, n’on ket hag-eñ e c’haller komz deus ur “redi” gant ar pezh a ran-me. N’on ket pell avat, da vên ne leskan ket ar galleg kemer plas en hon darempred. Met n’on ket e-barzh ar jeu-se da vat ivez. Feiz, ‘meus ket ar santimant “oblijañ” anezhañ. Chom a ran gant ar “goulenn”. Daoust hag-eñ zo afer d’ober plijadur d’e dad ? Marteze zo bet un tamm, met me a gav din zo estroc’h evit se bremañ. Ret eo lâret e tremenan amzer gantañ ha plijadur a gemeromp hon-daou : c’hoari evel-just, keginañ, ober livaj, bale, c’hoari margodennoù, hag un istor pe div a-raok menel kousket… Bevañ a-bep-sort traoù en brezhoneg kwida, dezhañ da vezañ (kazi) ken naturel hag ar galleg.

 

Bremañ eo lañset mat evit un toullad bloavezhioù. Sañset !